Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/248

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

tholik a enep ann Arianed. Ar re-ma a ioa, d’ar mare-ze, ar vistri e Spagn, hag a gemeraz kement a gaz outhan ma oue dare d’ezhan beza lazet gantho.

Goude maro sant Leandr, he vreur, e oue hanvet da eskop e Sevill enn despet d’he humilite. Ebarz er garg-ma e labouraz, da genta, da garza he eskopti euz a fals kredennou ann heretiked. Ne espernaz netra ken nebeut evit diarbenn ann dizursiou ha lamet ar giziou fall a ioa en em zilet etouez ann dud fidel. Asambli a reaz daou gonsil evit ann dra-ze, ha sevel a eure skolachou e Sevill evit rei eunn deskadurez kristen d’ar vugale ha d’ann dud iaouank. Euz a gement korn a ioa e Spagn e tiredet di d’ar skol, hag eur maread euz ar re o doa great ho studi eno a oue brudet goudeze dre ho gouiziegez hag ho vertuziou.

Respet ar zant-ma evit ar pab a ioa ker braz ma’z oa kustumm da lavaret oa Kador sant Per evit ar feiz ar pez ma’z eo evit al listri eur porz-mor el leac’h n’euz riskl ebed evitho. Eunn eskop bennag o veza goulennet outhan hag ann Ebestel o doa bet digant Jezuz-Krist kement ha kement a c’halloud ann eil evel egile, Izidor a respountaz :

« Sklear eo oa sant Per mestr var ann ebestel all p’e guir Jezuz-Krist en doa lavaret d’ezhan : « — Te a zo mean, ha var ar mean-ze me a zavo va Iliz. » Evelse ive ar Pab a zo dre he c’halloud dreist ann eskibien all, evel m’ema ar penn dreist ann izili all euz ar c’horf. Ann nep eta ne fell ket d’ezhan henori ar Pab ha senti outhan egiz ma’z eo dleet a zo henvel ouz eur c’horf ha n’e ket mui stag ouz ar penn. Ann dra-ma a zo eur virionez desket d’eomp gant ann Iliz, hag ar vinonez-se a renker da gredi ker stard ha mister ann Dreinded ; anez, ne c’houfet ket beza salvet. »

Daou-ugent vloaz a ioa dija ma c’houarne ar Zant eskopti Sevill pa anavezaz e tostea he heur diveza. Neuze, petra bennag m’oa bet ato e stad da vont dirak Doue, e c’hoanteaz ober c’hoaz eur retred a c’houec’h miz abarz mervel. Da fin ar retred-ma e voaseaz d’ezhan, hag e reaz he zougen d’ann iliz. Eno, gourvezet var al ludu