Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/236

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

abad pe ho superior. Ne gemeraz ar garg-ma nemed enn despet d’ezhan, hag a benn pevar bloaz goude e roaz ann dilez anezhi evit distrei d’he ermitach. Eno e varvaz e peoc’h er bloaz 605, oajet a bevar-ugent vloaz. P’edo var he dremenvan, ann hini a ioa bet hanvet da abad enn he blas a c’houlennaz outhan : « — Petra, va breur, va lezel a reot-hu var ann douar pell var ho lerc’h ? » « — Bezit dinec’h, eme ar Zant, mar em euz eur c’haloud bennag dirak Doue, e vezimp adarre asambles abarz bloaz ama. » Setu ar pez a erruaz e guirionez : ann abad-se a varvaz he-unan a benn dek miz goude.

Sant Iann Klimaak en deuz skrivet eul levr kaer meurbed hag a zo hanvet Skeul ann env. Ac’hano eo e deuet d’ar Zant al leshano a Glimaak ; rak ar ger Klimaak a zinifi Skeul.


SONJIT ERVAD

Hirio hag abaoue pell zo dija ez euz difenn evit ann holl gristenien gatholik da lenn ha da zelc’her levriou ann heretiked, hag al levriou all koundaonet gant ann Iliz. Ann difenn-ma a zo great dindan boan a eskummunugenn evit levriou ann heretiked, ha dindan boan a bec’hed marvel evit ar re all. Ann nep en defe ezomm da lenn ar seurt levriou-ze, evel a rea avechou sant Iann Klimaak, evit trec’hi easoc’h aze ene-bourien ar relijion, a renk da genta kaout kounje digant ar Pab pe digant ann Aotrou’nn eskop. A hent all ez euz ato hag evit n’euz fors piou pec’hed braz ouz ho lenn, ha zoken ouz ho delc’her hebken, abalamour ma’z eer ato evelse a enep ann difenn great gant ann Iliz. Mar kouez eta etre ho taouarn pe etre daouarn ho pugale eul levr bennag koundaonet gant ann Iliz, n’oc’h euz nemed eunn dra da ober : he deuler enn tan dioc’htu ; evit miret ne rai drouk da zen ebed mui.




ann unan ha tregont a viz meurs


SANT BENJAMIN, MERZER
————


Prest goude ar bloaz 400, e tirollaz er Pers eur bersekusion vraz a enep ar gristenien. Setu ama petra oue kaoz. Eunn eskop, he hano Abdas, en devoa pilet d’ann traon eunn templ el leac’h ma veze adoret an tan gant tud ar vro. Ar roue, o veza klevet ann dra-ze