Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/230

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

ziou euz ar re bounnera. Diou vech oa bet dimezet, ha diou vech e oue intanv abred. Tri mab en doa bet, unan euz he c’hreg kenta ha daou euz he eil greg ; mes ho zri e varvchont enn eunn oad tener, ha setu n’en devoa mui heritour ebed. Bez’ en devoue ive kalz da c’houzanv a berz daou euz he vreudeur hag a berz he ziou c’hoar-gaer ; unan euz ar re-ma zoken a glaskaz meur a vech lamet he vuez diganthan. Mes Gontran a zougaz ann holl groaziou-ze a galoun vad hag heb en em glemm ; joa oa ganthan kaout tro dre eno da baea da justis Doue ar boan dleet d’he bec’hejou.

Gouzout a rea ne c’helle ober netra guell evit beza pardounet eget pardouni he-unan d’ar re o deveze hen offanset. Abalamour da ze e veze prest ato d’en em unani gant he enebourien, ha mar teue ar re-ma da vankout d’ho ger, hen a zalc’he bepred d’he hini. Ann daou vreur o doa great brezel d’ezhan o veza bet lazet, ar Zant a zervichaz da dad da vab unan anezho ha da baeroun da vab egile, petra bennag mamm hema oa ar c’hoar-gaer-ze e devoa klasket lamet he vuez diganthan meur a vech.

Pa zigoueze eur goall dra bennag enn he rouantelez, Gontran a damalle ann dra-ze d’he faotou he-unan pe da faotou he zujidi. Eunn droiad, he arme a oue trec’het gant arme Visigothed Spagn. Raktal e c’halvaz dirazhan ar jeneraled hag ann offiserien, hag e komzaz outho evelhenn : « — Penaoz, emezhan, e c’hellfemp-ni gounit ar viktor pa’z oump ker fall da gerzet var roudou hon tadou koz? Ar re-ma a denne bennoz Doue var ho armou dre ho respet evit ann eskibien, ann ilizou hag ann holl draou sakr ; mes ni a denn he valloz dre hon dizursiou. Mar d-eo me a zo kaoz on euz kollet gant hon enebourien, ra gouezo varnon breac’h justis Doue; mes mar d-e c’houi hoc’h-unan eo, e veritit ma ve trouc’het ho penn diouzhoc’h. »

Goulskoude ar Zant ne lakeaz ket ar jeneraled hag ann offiserien-ze d’ar maro ; ne reaz nemed lamet ho c’harg digant hiniennou anezho abalamour m’o doa lezet re a gabest gant ar zoudarded.