Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/219

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

pred d’he vourrevien, ha d’ann tri var’nn ugent a viz meurs euz ar bloaz 484, ez eaz erfin da reseo enn env ar gurunenn en doa meritet dre he verzerenti hirr ha gloriuz.


SONJIT ERVAD

Ar zant-ma a lavare : « — Ha pa na ve ket zoken eur vuez all goude houma, ne garfenn ket, evit eur vogedenn a henor hag a c’hloar, beza digaloun aoualc’h e kenver va c’hrouer evit trei kein d’ezhan, goude m’en deuz great d’inn ar c’hras dhe anaout. » Setu aze petra zinifi kaout eur garantez parfet evit Doue : he garet abalamour d’ezhan he-unan, abalamour ma’z eo ar Mad a zo dreist peb mad, ar Gened a zo dreist peb gened, ha nann abalamour d’ar rekoumpans a c’hortozomp diganthan.

Ar zent holl o deuz bet ar garantez parfet-se evit Doue ; ato int bet prest da c’houzanv a bep seurt poaniou evithan, ha pa n’en devije bet zoken baradoz ebed da rei d’ezho er bed all. Ha ni, kaer en deuz Doue kinnig d’eomp he varadoz mar her c’haromp, hag hor gourdrouz euz ann ifern ma n’her c’haromp ket, ni a zo bepred lezirek enn he zervich, ni ne fell d’eomp gouzanv netra dre garantez evithan. Peseurt kaloun on euz-ni eta ? « — O va Doue, a lavare guech all sant Aogustin, piou oc’h-hu ha piou ounn-me, ma’c’h ordrenit d’inn ho karet ? Daoust ha c’houi a vezo eurusoc’h mar ho karann, pe nebeutoc’h euruz ma n’ho karann ket ? Nann, mes c’houi a fell d’ehoc’h ho karfenn evit ma vezinn euruz va-unan dre ar garantez am bezo evidhoc’h. Ah ! re zivezad em euz ho karet, o gened bepred koz ha bepred nevez, re zivezad em euz ho karet ! »




ar bevare var ’nn ugent a viz meurs


SANT VULFRANN, ESKOP
————
(Gouel ar zant-ma a errue d’ann ugent)



Ar zant-ma a ioa ganet e kostez Paris enn amzer ar roue Klovis, eil euz ann hano. O veza m’en doa eur spered lemm hag eunn natur vad a grouadur, he dad a lakeaz anezhan er skol gant mistri habil ha vertuzuz. He dad a ioa offiser ; mes hen n’oa ket troet var ar vicher a zoudard : c’hoant mont da velek en devoa, ha pa oue echu he studi ganthan e resevaz ann Ursiou sakr.

Goude beza bet eur pennad e palez ar roue Kloter