Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/214

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ


Erfin, ar zant-ma a roaz da anaout d’he ziskibien n’en doa mui nemed eunn nebeut miziou da veva. C’houec’h devez araok he varo, e reaz toulla he vez, ha d’ar c’houec’hved devez e lavaraz he gas d’ann iliz. Eno e oue kommuniet, ha prest goude e tremenaz. Ann dra-ma a ioa d’ann 21 a viz meurs euz ar bloaz 543. Daou vanac’h a velaz he ene o vont d’ar baradoz dre eur vali gaer, goloet a ballennou skeduz, hag eur renkennad goulou a bep tu d’ezhi. Azioc’h ar vali ez oa eunn eal hag a lavare : « — Dre ann hent-ma e pign enn env Beneat, mignoun braz ann Aotrou Doue. » Ar Zant a ioa oajet a dri bloaz ha tri-ugent.


SONJIT ERVAD

Sant Beneat n’en devoue ket kent great sin ar groaz var ar verenn el leac’h m’oa taolet ampoezoun d’ezhan ma torraz ar verenn-ze, ha ma kouezaz ann ampoezoun d’ann douar. Deskit dre eno pegen talvouduz eo ober sin ar groaz araok dibri pe eva. P’en em lakit ouz taol, ne vankit morse da ginnig ho pred da Zoue, ha kemerit-hen, nann evit ober plijadur d’ho kof, mes evit kaout nerz da staga adarre d’al labour oc’h euz da ober enn ho stad. Dalc’hit sonj mad euz ar pez a lavar sant Paol : « Pe c’houi a zebro, pe c’houi a evo, pe c’houi a rai eunn dra bennag all evelse, grit-hen bepred evit gloar Doue. »