Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/212

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ



ann unan var ’nn ugent a viz meurs


SANT BENEAT, ABAD HA TAD AR VENAC’H EUZ A VROIOU AR C’HUZ-HEOL
————


Beneat a ioa ginidik euz ann Itali, hag a oue kaset d’ar skol da Rom d’ann oad a zeiz vloaz. O velet ann haillounerez a rea lod euz ar skolaerien, en devoue aoun d’en em goll enn ho zouez, hag e reaz he zonj da vont var ar meaz da glask eur plas distro bennag evit beva he-unan gant Doue. Ne oa c’hoaz d’ann ampoent nemed pevarzek vloaz.

Erruout a reaz gant eur manac’h he hano Romen, hag ar manac’h-ma, goude beza lavaret d’ezhan penaoz e tlie tremen he amzer enn he hermitach, hen henchaz betek eur garrek kleuz a ioa e kreiz meneziou Subiako, var dro pemzek leo dioc’h Rom. Beneat a jomaz tri bloaz e toull ar garrek-se, heb beza anavezet gant den nemed gant Romen : hema a deue bep ar mare da zigas d’ezhan eunn tamm bara.

Mes, kaer en doa bet en em denna ez-veo enn eur garrek kleuz, evel enn eur bez, ann drouk-spered ne gollaz ket he roudou. He heul a reaz betek eno, ha ne leze repoz ebed ganthan. Eunn devez, e tigasaz eur zonj fall d’ezhan hag ar zonj-se a ieaz ken doun e spered ar Zant ma oue tentet da guitaat he ermitach. Mes kerkent gras Doue a skuillaz var he ene eur berad sklerijenn, ha setu hen ha diviska he zillad evit en em ruill enn noaz etouez ann drez hag ar spern ken na oue leun-c’hoad he gorf. Ar boan en devoue a vougaz ann ioulou fall a ioa savet enn he galoun, hag a-c’houdevez en devoue peoc’h dioc’h ann drouk-spered e kenver ar poent-se.

A benn tri bloaz, ermitach Beneat a oue anavezet gant tud ar vro, ha lod euz ar re-ma a c’hoanteaz kemeret skouer diouthan, ha tremen ann nemorant euz ho buez o pedi Doue hag oc’h ober pinijenn. Ann niver