da Zakarias, pried santez Elizabeth, e vije tad da zant Iann-Vadezour. Zakarias a ioa eur belek santel euz a amzer al lezenn goz. Elizabeth hag hen a ioa dija var ann oad, ha n’o doa ket a vugale. Aliez goulskoude o devoa pedet ann Aotrou Doue da rei d’ezho eur mab ; mes evit c’hoaz ho fedenn n’oa ket bet selaouet.
Eunn devez m’edo Zakarias oc’h ezansi ann aoter e templ Jerusalem, e oue spountet-holl enn eunn taol kount o velet eunn eal dirazhan enn tu deou d’ann aoter. Mes ann eal a lavaraz d’ezhan : « — N’o pezet aoun ebed, Zakarias ; ho pedenn a zo bet selaouet: ho pried Elizabeth e devezo eur mab hag a hanvot Iann. » Zakarias, o sonjal peger koz oa Elizabeth hag hen, en devoue beac’h o kredi ar pez a gleve. Neuze ann eal a gomzaz outhan evelhenn : « — Me eo Gabriel, a vez ato em za dirak tron ann Aotrou Doue, hag em euz bet urs da zigas d’ehoc’h ar c’helou euruz-se; mes abalamour n’oc’h euz ket kredet dioc’htu, c’houi a jomo mud brema ken na erruo ar pez am euz lavaret d’ehoc’h. » Kerkent ann eal a ieaz kuit ha Zakarias a gollaz ar prezeg.
Sant Gabriel a oue karget erfin da ziskleria d’ar Verc’hez Vari oa choazet evit beza mamm da Zalver ar bed. Eunn devez m’edo ar Verc’hez o pedi he-unan enn he c’hambr, ann arc’heal Gabriel en em ziskouezaz dirazhi, enn eur lavaret: « — Me ho salud, o c’houi a zo leun a c’hras ; ann Aotrou Doue a zo ganehoc’h ; benniget oc’h dreist ann holl gragez. » Ar Verc’hez a ioa nec’het o klask gouzout petra zinifie ar c’homzou-ze. Mes ann eal a lavaraz d’ezhi: « — N’o pezet aoun ebed, Mari; rak kavet oc’h euz gras dirak Doue Dont a rann da lavaret d’ehoc’h e konsevot hag e lakeot er bed eur mab hag a hanvot Jezuz. Ar mab-se n’en devezo ket he bar, hag hanvet e vezo mab ann Hini a zo dreist peb tra. Doue a roio d’ezhan tron David, he dad, ha ren a rai da virviken e ti Jacob.»
Dioc’h ar gefridiou braz-se m’eo bet karget sant Gabriel anezho, eo eaz d’eomp koumpren ez eo unan euz ann elez o deuz ar muia galloud dirak Doue. N’e ket