Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/201

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

bastor etouez he zenved. Eno e varvaz d’ar c’houezek a viz meurs 1021, ha Doue a ziskleriaz he zantelez dre galz a viraklou.


SONJIT ERVAD

Ann impalaer sant Herri, o veza kredet re vuhan ar pez a ioa bet kountet d’ezhan divar benn sant Heribert, en em strinkaz da dreid ar zant-ma evit goulenn pardoun diganthan. Setu aze penaoz e c’hoar ar sent rapari ho faotou kerkent ha ma teuont da anaout int bet manket. Setu aze petra dleit da ober ive pa remerkit oc’h euz kredet re vuhan en doa unan bennag kasouni ouzoc’h, pe e klaske noazout d’ehoc’h, pe e lavare traou ac’hanoc’h. Mar kavit diez goulenn pardoun ouz ann den-ze, raparit da vihana ho faot enn eur ober goudeze muioc’h a stad anezhan hag enn eur rei d’ezhan brasoc’h merkou a fizians, a istim hag a garantez.




ar seitekved devez a viz meurs


SANT PATRIS, ABOSTOL ANN IRLAND
————


Patris a ioa ganet er Skos var a lavar lod, mes lod all a lavar oa ganet e Breiz-Izel. Ar pez zo sur eo e oue kelennet mad enn he vugaleach var guirioneziou ar relijion. Ne oa ket c’hoaz c’houezek vloaz echu pa oue kemeret gant eur vandenn dud gouez ha difeiz, ha kaset d’ann Irland. Eno e oue lakeat da ziouall al loaned, hag en devoue kalz poan gant ann naoun ha gant ar riou; rak ne veze ket roet hanter-voued d’ezhan hane oa ket hanter-zillad var he dro. Mes Patris en doa sonj ato euz a genteliou he vamm, ha n’euz fors pe seurt amzer a rea, pe e vije glao, pe e vije erc’h pe skorn, ne vanke morse da bedi Doue kant guech enn deiz ha kant guech enn noz.

Chouec’h vloaz a ioa m’edo evelse enn esklavach pa deuaz eunn eal da lavaret d’ezhan e kavche eur vag enn aod evit distrei d’he vro. Patris en em lakeaz raktal enn hent. O veza erruet var ribl ar mor, e kavaz eur vag enn aod, mes potred ar vag ne felle ket d’ezho he gemeret abalamour n’en doa ket a arc’hant da baea he blas.