Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/198

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

da skuill he hini dre garantez evithan. Evelato ne lavaraz ket dioc’htu d’ann archerien piou oa ; mes ho fedi a reaz da vont ganthan d’he di hag ho digemeret a eure kel laouen hag ann heol. Ha pa vijent bet e ti eur breur, ann archerien ne vije ket bet great muioc’h a stad anezho. « — Chomit ama, eme Lonjin, heb nec’hamant ebed ; heb dale me a raio d’ehoc’h kaout ann hini a glaskit ; n’oc’h euz ket a ezomm da furcha ar vro evit kement-se. »

Ann archerien a jomaz, ha goude beza ho lojet hag ho bevet epad tri devez, Lonjin en em roaz erfin da anaout, hag a gomzaz outho evelhenn : « — Me va-unan eo ann hini oc’h euz urs da glask. Prest ounn da vervel, ha ne c’houfach ket rei d’inn kaeroc’h rekoumpans evit ann digemer mad am euz great d’ehoc’h eget va lakaat d’ar maro. » Ann archerien a oue mantret o klevet kement all hag o doa beac’h o kredi Lonjin. Goudeze, pa ouent sur oa hen oa, ne felle ket d’ezho ken nebeut lamet he vuez diganthan abalamour d’ar stad en doa great anezho. Goulskoude, o veza m’o doa aoun rak Pilat ha ma lavare ato ar Zant ne c’hellent ket ober brasoc’h plijadur d’ezhan eged he lakaat d’ar maro, e respountchont erfin : « — Mad, pa fell d’ehoc’h, ni a raio ar pez m’oump karget da ober. »

Neuze Lonjin a viskaz dillad guenn evit diskouez ez ea da gemeret perz e gloar hag e joauzded ann elez er baradoz, ha goude beza lavaret e pe leac’h enterri he gorf e oue dibennet gant ann archerien.


SONJIT ERVAD

Sant Lonjin eo a zigoraz kostez hor Zalver, goude he varo, gant eunn taol lans. Er gouli euz a gostez Jezuz eo e tleit en em denna pa gouez eunn anken pe eunn enkrez bennag var ho spered, pa vez beuzet ho kaloun enn eur mor a c’hlac’har hag a c’houervder. Eno dreist holl e kavot nerz ha konfort e kreiz poaniou ha trubuillou ar vuez-ma. Ac’hano ive e teui adarre ar peoc’h hag ar joa enn ho koustians, mar bezit spountet avechou dre ar zonj pe ar guel euz ho pec’hejou. Jezuz a lavaro d’ehoc’h : « — Ene paour, penaoz em befe-me choant d’az daoni goude ma’m euz skuillet evidoud betek ar berad diveza euz va goad ! Kemer fizians eta ha ne d-a ket da zizesperi. Sell : va di-