Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/194

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ


D’ann trede. — Ann nep a zo karantez Doue enn he galoun a labour evit gloar Doue ; ann nep eta ne ra netra evit gloar Doue n’ema ket karantez Doue enn he galoun.

D’ar pevare. — Beza mad e kenver ar re a zo mad evidomp ne virit nemeur beza meulet ; mes beza mad e kenver ar re a zo a enep d’eomp a virit kalz meuleudi.




ann pevarzekved devez a viz meurs


SANTEZ MATHILD, IMPALAEREZ
————


Ar zantez-ma a ioa ganet enn Allemagn a dud a lignez huel. He mamm goz dioc’h kostez he zad a ioa eat da leanez goude maro he fried, hag a c’houlennaz ma vije roet he merc’h vihan d’ezhi da zevel. Mathild a oue kaset eta, hag hi iaouankik-flamm c’hoaz. d’ar gouent el leac’h m’edo he mamm goz. Eno e teskaz abred karet ar bedenn ha kaout plijadur o lenn levriou devot. Deski a reaz er memes amzer griat, ober stamm, hag al labouriou all a ioa dioc’h he doare.

Pa oue enn oad da fortunia, he zud he dimezaz d’ann duk Herri, hag ann duk-ma a deuaz goudeze da veza impalaer ann Allemagn. Mes, evithi da veza impalaerez, ar brinsez Mathild n’oa ket muioc’h a lorc’h ennhi: chom a eure bepred humbl evel eur c’hrouadur. Epad ma veze ann impalaer, he fried, oc’h ober brezel da enebourien ar vro, hi a rea brezel d’ezhi he-unan. Tremen a rea eunn darn vraz euz ann deiz hag euz ann noz o vedita hag o pedi Doue ; bez’ez oa providans ar re baour dre ann aluzennou a roe d’ezho bemdez; aliez ez ea da velet ann dud klanv hag ankeniet, hag ar brizounierien ho-unan o doa ennhi eur vadoberourez prest ato da baea ho dle, da c’houlenn gras evitho pe d’ho zikour enn ho frizoun.

Ar Zantez hag ann impalaer, he fried, n’o devoa etrezho ho daou nemed eur galoun hag eur volontez : ar pez a c’hoantea unan, egile her c’hoantea ive. N’o doa ken ioul nemed da velet Doue anavezet, karet, henoret ha