Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/188

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

mui er boan, mes e koumpagnunez ann elez er baradoz.

Perpetua a ieaz d’ar maro joauz ha laouen egiz pa vije o vont da eur fest. Laosket e oue varnhi eur vioc’h gouez pennfollet ; mes houma ne reaz nemed regi he dillad d’ezhi : setu ma oue renket he c’has d’ar bourreo da zibenna. He merzerenti gloriuz a erruaz er bloaz 202 goude donedigez hor Zalver.


SONJIT ERVAD

Ar zantez-ma a zo chomet fidel da Jezuz-Krist enn despet d’ar pez a reaz he zad hag ar barner evit he distrei ; ha ni siouaz ! ann distera tra a ra d’eomp mankout d’hor rezolusionou. Ped guech n’on euz-ni ket lavaret da Zoue ne gouezchemp mui er pec’hed-ma pe er pec’hed-z-hont, ha prest goude ez eamp adarre a enep hor ger ? Ann dra-ze a ziskouez n’or boa ket eur guir volontez da jench buez, mes eur c’hoantegez vean hebken. Hogen, evit beza salvet, n’e ket aoualc’h lavaret ober, red eo ober e guirionez. Petra zervich da eur vezenn dougen bleun, ma ne zoug ket a frouez ? Ar rezolusionou a zo henvel ouz ar bleun, mes ann oberiou eo ar frouez. Difiziomp euz hor promesaou ma ne deu ket ar frouez da heul.




ann daouzekved devez a viz meurs


SANT PAOL, ESKOP HA PATRON ESKOPTI LEON
————


Ar zant-ma a ioa ginidik euz a Vro-Zaoz, ha ne oa c’hoaz nemed pemp bloaz pa oue lakeat er skol gant sant Ildut. Epad m’edo eno e reaz eur mirakl hag a ziskouez peger braz oa dija he c’halloud dirak Doue enn he vugaleach. Sant Ildut en devoa gounezet ed enn eunn tamm douar a ioa e kichen he gouent; mes, pa oa tost ann eost, al laboused mor a deue da zibri ar greun. O velet ann dra-ze, sant Ildut a gargaz he skolaerien da ziouall ann dachenn noz-deiz, peb hini d’he dro. Eunn nozvez m’edo tro sant Paol, hema en em roaz da gousket, hag epad he gousk al laboused a reaz kalz drouk er park. Sant Paol, o veza dihunet, a gemeraz kement a aoun ma chomaz daou zevez heb mont dirak he vestr.