renti a erruaz d’ann tri a viz genver euz ar bloaz tri c’hant unnek.
Ar ger merzer a zinifi test, hag a verk d’eomp o deuz ar Verzerien roet testeni dre ho maro d’ar virionez euz ar relijion gristen. A villerou bag a gant millerou e kounter ar gristenien o deuz skuillet ho goad, hag her skuillet gant joa evit difenn ho feiz. Hogen, n’ema ket e natur ann den beza kel laouen-ze e kreiz ar boan ha pa vel ar maro dirazhan. Sklear eo eta eo Doue he-unan a lakea e kaloun ar Verzerien ann nerz ne c’hellent ket da gaout dre natur, ha dre eno ive eo ker sklear all e teu digant Doue ar relijion ma skuillent ho goad evithi, ha n’ez euz nemed ar relijion-ze hag a c’hellfe hor c’has d’ar baradoz goude ar vuez-ma.
njela a ioa ganet e kear Foligno enn Itali, hag a oue
plac’h ar bed enn he iaouankiz. He fenn a ioa leun a
avel, ha ne glaske nemed ober stad euz he c’horf, en em
ficha kaer ha kemeret he ebat hag he flijadur er festou
hag enn dansou e koumpagnunez ann dud iaouank all
euz he oad.
Abarz ar fin e timezaz, hag e devoue kalz bugale. Neuze e plijaz gant Doue rei d’ezhi ar c’hras da anaout n’edo ket var ann hent mad, ha raktal e sonjaz chench buez. Mes he fec’hejou tremenet a rea mez d’ezhi, ha ne grede ket ho anzao piz ouz he c’honfesour. Lavaret e deuz he-unan ez eaz meur a vech da gommunia heb beza ho diskleriet mad aoualc’h. Goulskoude, trec’hi a reaz ar vez-ze gant sikour gras Doue. Ober a eure eur gonfesion jeneral, hag enn dro-ma e tizammaz neat he c’houstians dioc’h kement tra a ioa oc’h he bec’hia.
Evelato ne zante ket c’hoaz evit Doue ar garantez a zantaz divezatoc’h ; mes eur c’heuz braz e devoa d’He veza kement offanset ha ne ehane da glask ann tu da baea d’he justis ar boan dleet d’he fec’hejou. C’hoant e doa dreist peb tra da gerzet bepred var roudou Jezuz-