Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/174

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

plijout da biou e kemeront-hi kement a boan? Ne c’houfent ket lavaret e reont ann dra-ze evit plijout da Zoue. Hogen, mar her greont evit plijout d’ann dud, e kollont ho foan, ha marteze zoken o deuz pec’hed braz dirak Doue. Ar pez a ro brava doare da eur plac’h iaouank kristen eo ar vodesti. Ar vertuz hebken a ra d’ann den beza din a istim ; pebez sotoni n’eo ket eta klask beza istimet evit eunn tamm dillad pe evit eur gened hag a dremen ker buhan !




ar seizved devez a viz meurs


SANT THOMAS A AKIN, DOKTOR EUZ ANN ILIZ
————


Thomas, unan euz ar brasa sperejou a zo bet biskoaz, a ioa ganet e rouantelez Napl er bloaz 1226. D’ann oad a bemp bloaz, e oue lakeat er skol gant menac’h Menez-Kasin, ha goudeze e oue kaset da gear Napl da ober he studi. Eno e reaz anaoudegez gant eur manac’h euz a Urs sant Dominik, hag e kemeraz he-unan sae ann Urs-ma. Ne oa c’hoaz neuze nemed seitek pe drivac’h vloaz; lod a lavar zoken ne oa nemed pevarzek vloaz.

He vamm, o veza klevet ann dra-ze, a redaz dioc’htu da Napl enn esper tenna he mab euz ar gouent. Mes d’ann ampoent Thomas a ioa dija pell : kaset oa bet da Rom gant he zuperiored. He vamm a ieaz di var he lerc’h ; mes, pa erruaz, Thomas a ioa adarre diblaset ac’hano evit dont da Baris, Neuze he vamm a skrivaz da zaou vab all e devoa enn arme, hag a gemennaz d’ezho diouall mad hent Paris evit diarbenn ho breur hag ober d’ezhan distrei d’ar gear. Ann daou vab all-ze a reaz ker brao ho c’hefridi ma oue paket Thomas gantho ha kaset enn dro da di he vamm.

Houma e devoue eur joa vraz o velet he mab ; rak kredi a rea oa sur brema da zont a benn anezhan. Ne espernaz eta nag he foan, nag he amzer. evit hen dizalia da vont da vanac’h. Mes, kaer e devoue ober ha lavaret, Thomas a respounte ato oa galvet gant Doue d’ar stad-se, hag e felle d’ezhan senti ouz Doue. He