Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/171

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

Pi VI, hanter-kant vloaz goude he varo, hag ar pab Gregor XVI hen lakeaz e renk ar Zent d’ar 26 a viz mae 1839.


SONJIT ERVAD

Ann tadou hag ar mammou a dle beza prest ato da rei ho bugale da Zoue pa blij ganthan ho lamet euz ar bed-ma ez-vihanik. Doue a ra ann dra-ze aliez evit brasa mad ann tadou hag ar mammou ho unan, hag evit brasa mad ar vugale. Evit brasa mad ann tadou hag ar mammou, abalamour ar vugale-ze, ma vijent chomet beo, a vije bet marteze eur groaz pounner evitho. Evit brasa mad ar vugale, abalamour ar re-ma a vije bet e riskl da ren eur vuez fall divezatoc’h ha d’en em goll da viken. Goulskoude, n’e ket difennet ouz eunn tad pe eur vamm kaout keuz d’ho bugaligou ; ar pez a zo pec’hed eo en em jala re, ha dreist holl grosmolat a enep Providans Doue.




ar c’houec’hved devez a viz meurs


SANTEZ KOLETTA, GUERC’HEZ
————


Ar zantez-ma a ioa ginidik euz ar Pikardi, hag a oue hanvet Koletta abalamour d’ann devosion o devoa he zad hag he mamm evit sant Nikolas. Kentre ma teuaz da anaout ann Aotrou Doue, e teuaz ive d’he garet ha d’he zervicha euz a greiz he c’haloun. Ken humbl oa m’e deveze plijadur pa veze disprijet pe skandalet, pe pa veze great mez d’ezhi. O veza klevet meuli he gened, e pedaz ann Aotrou Doue da lamet diganthi eunn dra hag a c’hellje beza kaoz d’ezhi d’en em goll. Doue a zelaouaz he fedenn, ha chench a reaz heb dale enn eunn hevelep feson ma chomaz drouklivet, treut ha distrounket-holl hed ann nemorant euz he buez.

D’ann oad a zaou pe dri bloaz var’nn ugent, ez eaz e Trede-Urs sant Fransez, ha goudeze ec’h en em dennaz enn eunn tiik bihan a oue savet evithi gant tud he bro. Eno e kastizaz he c’horf dre ar rusta pinijennou. Dougen a rea diou jadenn houarn e kroaz var he stomok, ha gant ann amzer ar chadennou-ze a zankaz ennhi betek ar