Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/164

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

doa savet eno eur gouent hag eur skol evit ann dud iaouank.

Guennole ne oue ket pell er skol-ze na oue treac’h d’ann holl skolaerien all dre he zevosion ha dre he aked d’ar studi. Enn eunn devez e teskaz he lizerennou, hag abarz nemeur e c’houezaz dindan evor ar Skritur Sakr penn-da-benn. A hent all, e kastize he gorf dre gement a binijennou, e chome keit ha keit all da vedita enn noz, hag e tiskoueze kaout kement a blijadur o kana meuleudiou ann Aotrou Doue, ma’z oa souezet he vestr o velet anezhan o ren eur vuez ker santel, hag hen ker iaouank c’hoaz.

Etre daou sant Budok a anavezaz oa galvet Guennole da vont enn eunn tu all bennag, ha raktal e choazaz unnek euz he ziskibien evit ober koumpagnunez d’ezhan. Guennole a oue hanvet da zuperior petra bennag ne oa c’hoaz nemed ugent vloaz pe eur bloaz var’nn ugent, ha kerkent he unnek koumpagnoun hag hen en em lakeaz enn hent enn avantur Doue, heb gouzout da be leac’h ez eant.

Goude beza great eur pennad mad a vale a dreuz Treger, Leon ha Kerne, e tigouezchont var ribl ster ar C’hastellin. Eno e tremenjont tri bloaz enn eunn enezennik a hanver ato Ti-Bidi, da lavaret eo, ti ar beden; mes ann avel-dro a skoe euz ar mor var ann enezenn-ze a reaz d’ezho he c’huitaat.

Treuzi a rejont eta ar ster evit mont da jom enn eunn draonienn a ioa er c’hostez all. Enn draonienn-ma eo e savaz Guennole kouent pe abati Landevennek, a zo bet guech all ker brudet enn hor bro. Ar roue Grallon a stagaz douarou ha leveou ouz ar gouent nevez, ha Guennole o veza resevet ann Ursiou sakr a oue choazet evit kenta abad.

Hogen, eunn eston eo klevet hano euz ar vuez pinijennuz a rene ar Zant er gouent-se. Noz-deiz hag hanv-goanv n’en doa ken guiskamant nemed eur porpant reun, ha var c’horre ar porpant-ma, eur zae hirr great gant kroc’henn gavrik. Kousket a rea ato var ann treaz pe var al ludu gant eur mean hebken dindan he benn. Ne