prezeg ann Aviel e kostez Leon, e oue hanvet da bersoun e Brasparts, ha ne c’houfe den koumpren pegement a boan en devoue eno da genta. Ar barrisioniz n’oant ket hanter-zesket var guirioneziou ar relijion, ne c’houient tamm katekiz ebed, kouls lavaret, hag enn ho zouez ez oa c’hoaz meur a baian. Mes ar Zant a labouraz kement d’ho c’helenn, ken enn iliz, ken enn ho ziez ha n’euz fors e pe leac’h ec’h en em gave gantho, ma teuaz a benn a nebeut a nebeut da skleraat ho sperejou, da c’hounit ho c’halounou ha da ober anezho kristenien vad.
Jaoua a iea ive da brezeg d’ar parreziou divar dro, hag er parreziou-ma evel e Brasparts e lakea eur maread pec’herien da guitaat ho buez fall. Aotrou ar Faou a gemeraz kaz outhan abalamour d’ann dra-ze. Ann dijentil-ze, o veza c’hoaz paian, n’oa ket evit gouzanv ar venac’h hag ar veleien. Eunn devez e oue lavaret d’ezhan oa en em asamblet abad Landevennek, eunn abad all ha sant Jaoua, enn eur chapel hag a ioa tost d’he zouarou. Raktal e red di gant eur vandenn dud ken difeiz ha ken dibenn hag hen, hag enn eur erruout e laz ann daou abad. Dre c’hras Doue, sant Jaoua a c’hellaz tec’het kuit ha savetei he vuez.
Goulskoude eunn hevelep torfed a goustaz ker da Aotrou ar Faou ha d’ar vro m’edo e chom ennhi. Ann dijentil a oue bourrevet enn eur feson skrijuz gant eunn arme a zrouk-sperejou a ioa eat enn he gorf, hag eunn dragoun pe eur zarpant heuzuz a zifourchaz euz ar mor hag a lakeaz ann drubuill hag ar spount e pevar c’horn ar vro; rak lonka a rea kement den ha kement loan en em gave var he hent.
Oc’h en em velet enn eur stad ker reuzeudik, tud ar Faou a c’halvaz sant Paol da vont d’ho zikour; rak klevet o doa hano anezhan evel euz a eunn den hag a ioa vraz he c’halloud dirak Doue. Sant Paol a deuaz, hag o veza stoliet ann dragoun enn hano Jezuz-Krist, e viraz outhan da ober drouk ebed mui.
Goudeze e kasaz ann diaoul euz a gorf Aotrou ar Faou enn eur ober sin ar groaz varnhan. He gelenn a reaz ive