goude m’oa pignet Jezuz-Krist enn env, e oue choazet evit abostol e plas ann treitour Judas. Setu ama penaoz.
Goude m’oa pignet hor Zalver enn env, ann Ebestel a zistroaz da Jerusalem. En em asambli a rejont neuze, ar Verc’hez Vari, ann diskibien all hag hi, enn eur gambr pe eur zal vraz, hanvet ar Senakl. Eno, epad dek devez dioc’htu, e tremenjont ho oll amzer o pedi, evit en em lakaat e stad da reseo ar Spered-Santel. Var dro c’houec’h-ugent a ioa anezho, ha lavaret e vije n’o devoa holl nemed eur galoun hag eur spered.
Eunn devez sant Per a gomzaz d’he vreudeur divar benn choaz eunn abostol all e plas ann treitour Judas. « — Gouzout a rit, emezhan, oa Judas unan ac’hanomp hag en doa ar memes karg ganeomp. Mes guerzet en deuz Jezuz, hor Mestr hag he hini, ha goudeze eo eat d’en em grouga. Red eo brema choaz enn he blas eunn all hag a zo bet eveldomp test euz a vuez hor Zalver, azalek ma oue badezet gant Iann betek m’eo pignet enn env. »
Ann Ebestel hag ann diskibien all a zonjaz dioc’htu e Joseph Barsabas, leshanvet ar Just, hag e Mathias. O veza eta pedet ann Aotrou Doue da ziskouez he-unan pehini euz ann daou-ze a ioa guella ganthan a vije hanvet da abostol, e rejont da Joseph Barsabas ha da Vathias tenna d’ar zort. Hogen, ar zort a gouezaz var Mathias, hag hema a deuaz evelse da veza ann daouzekved abostol e plas Judas.
Goude beza resevet ar Spered-Santel da zeiz ar Pantekost, ann Ebestel a ingalaz etrezho ann holl broiou a ioa anavezet d’ann ampoent, evit kaout peb hini he dachenn da brezeg ann Aviel. Sant Mathias en devoue ar Judee evit he lod, ha kerkent ec’h en em lakeaz da redet euz ann eil kear d’eben, euz ann eil karter d’egile. enn eur embann e peb leac’h oa Jezuz-Krist ar Mesias pe ar Zalver a c’hortozet abaoue keit amzer. Ne ehane da ziskouez ar virionez-ma d’ar Iuzevien dre desteniou sklear tennet euz ar Skritur Sakr, ha bez’en devoue ann eur da c’hounit eleiz anezho d’ar feiz kristen. Mes kalz re all