Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/14

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

aoter-ze, hag eur vech erruet eno e krogaz starta ma c’hellaz enn douzier a ioa var ann aoter evit klask sevel enn he zav hag en em zelc’her var he zivesker. Er memes amzer e pede a galoun ar Verc’hez Vari da rei d’ezhan ar c’herzed ; rak he dud a ioa kristenien vad, ha meur a vech dija en doa klevet hano gantho euz a c’halloud hag euz a vadelez Mamm Doue. Ar Verc’hez e devoue erfin truez outhan, ha pa zistroaz he vagerez, houma a oue souezet-maro o velet Odilon o redet da vont d’he c’haout.

Ar Zant en devoue ato, epad ann nemorant euz he vuez, eunn devosion dener evit Mamm Doue. Choazet en doa anezhi, azalek he vugaleach, evit he batrounez hag he alvokadez; en em voestlet oa d’he zervich, ha morse ne veze eurusoc’h eget pa c’helle kaout ann dro da lakaat ar re all d’he zervicha ha d’he henori evel ma rea he-unan.

Odilon en devoa resevet ann donsur zantel enn he genta iaouankiz ; mes ann dra-ze n’oa ket aoualc’h evithan. N’oa ket aoualc’h evithan zoken beza belek : kuitaat ar bed a-grenn eo a felle d’ezhan. Ar zonj-ma a ioa enn he spered pell a ioa pa’z eaz sant Maieul, abad Kluni, da ober eur bale d’ann Aovergn. Sant Maieul,o veza guelet Odilon, hen digasaz ganthan da Gluni,hag a roaz d’ezhan ar zae a vanac’h pe a relijiuz. Odilon ne oue ket pell eno na zervichaz da skouer d’ann holl venac’h all dre he zevosion hag he aked da studia ar skianchou sakr.

Pevar bloaz goude, sant Maieul, o velet e tostea he heur diveza, a lakeaz choaz Odilon evit beza abad enn he blas. Odilon n’en doa ket a c’hoant ; mes ar venac’h all a roaz holl ho moueziou d’ezhan, hag e renkaz senti : ne oa ket c’hoaz neuze daou vloaz ha tregont echu.

O veza abad, e kreskaz he binijennou ; iun a rea aliez, ha bepred e touge eur c’houriz reun ha chadennou houarn enn dro d’he gorf. Mes, mar d’oa rust outhan he-unan, oa ato chentil ha truezuz e kenver ar re all. Lod zoken a gave abeg ennhan abalamour ma’z oa re vad ; mes hen a lavare oa guelloc’h ganthan beza tamallet da veza re jentil eget da veza re rust.