Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/135

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

bet resevet enn Urs-se, a zo hanvet ive Trede-Urs ar Binijenn, ez eaz da Rom da vizita beziou ann Ebestel, hag ac’hano e skoaz etrezek ar Sisiil.

Eno Konrad en em lakeaz da genta da zervicha ar beorien enn hospital Sant-Martin e kear Noto; mes he-unan e veve divar ann aluzenn. Goudeze e oue kemeret enn eunn hospital all a ioa bet savet gant eunn den devot, he hano Guillou Boucher, evit rei boed ha lojeiz d’ann divroidi. Mes re a drouz a gave d’ezhan a ioa enn ti-ze, hag abarz ar fin ec’h en em dennaz var eur menez distro, el leac’h ma tremenaz ann nemorant euz he vuez o pedi Doue hag oc’h ober pinijenn.

Goulskoude, kaer en doa iun ha kastiza he gorf e peb feson, Konrad a oue tentet enn eunn doare skrijuz ha kasaüz a enep ar burete hag e kenver ann dibri hag ann eva. Mes trec’hi a reaz ar c’hig hag ann drouk-spered enn eur greski he binijennou hag enn eur astenn he bedennou. Pa veze kaset d’ezhan tammou legumach fresk, e leze anezho da goza ha ne douche ket outho ken n’o deveze kollet ho blaz. Eunn devez ma sante enn he galoun c’hoant da zibri muioc’h eged ar c’hustumm, e tiviskaz he zillad hag ec’h en em ruillaz etouez ar spern ken a zivere ar goad diouthan a bep tu. Setu aze penaoz e poanie da vouga ann ioulou fall euz he gorf.

Doue a rekoumpansaz he zervicher o rei d’ezhan ann donezoun a brophesii hag ann donezoun a viraklou. Abalamour da ze e oue istimet, n’e ket hebken gant ar bobl, mes c’hoaz gant ann eskibien hag ann dud a renk huela. Erfin, o c’houzout oa prest da vervel, Konrad a resevaz he zakramanchou diveza ha goudeze ec’h en em daolaz d’ann daoulin dirak he grusifi. Er bostur-ze e roaz he ene da Zoue er bloaz 1351. Meur a virakl a c’hoarvezaz var he vez, hag er bloaz 1625 ar pab Urban VIII a roaz kounje da holl venac’h sant Fransez d’he henori evel sant.

SONJIT ERVAD

Pa lavaraz Konrad d’he vevellien lakaat ann tan enn eur vodenn drez ha spern evit kas eul loan gouez anezhi, n’edo ket enn he galoun