Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/132

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

test e oue euz he viraklou, ha da zeiz ar Pantekost edo gant ann Ebestel hag ar Verc’hez Vari pa ziskennaz varnho ar Spered-Santel.

Simeon ne guiteaz ket ar Judee ; chom a eure gant sant Jakes, eskop Jerusalem, evit he zikour da c’hounit ar Iuzevien da feiz Jezuz-Krist. Mes sant Jakes a oue lakeat d’ar maro er bloaz daou ha tri-ugent. Simeon a ioa var al leac’h epad m’edot oc’h he laza a daoliou mein, hag o klevet anezhan o pedi evit he vourrevien, en devoue ann hardisegez da grial ouz ar re-ma a bouez-penn : « — Petra rit? Ne glevit-hu ket ann den mad-se o pedi evidhoc’h ? » Goudeze e oue choazet he-unan evit delc’her plas sant Jakes.

0 veza eskop, Simeon a implijaz he holl amzer o krenvaat ann dud fidel er feiz hag o prezeg ann Aviel d’ar re ne anaient ket c’hoaz ar relijion gristen. Mes tostaat a rea ar mare ma tlie erruout gant Jerusalem ar pez en doa lavaret hor Zalver ar vech diveza m’oa eat di araok he basiôn hag he varo. « — O Jerusalem, en devoa lavaret hor Zalver enn eur vouela, eunn devez a zeui ma vezi goasket a bep tu gant da enebourien. Da ziskar a raint betek ann douar, ha ne lezint ket ennoud daou vean ann eil var c’horre egile, abalamour n’ec’h euz ket koumprenet oa plijet gant Doue dont d’az guelet. »

Ar Iuzevien a veze dalc’h-mad o klask en em zevel a enep ar Romened. Ar re-ma a skuizaz gantho abarz ar fin, hag a gasaz eunn arme vraz da gemeret Jerusalem. Titus, mab ann impalaer Vespasian, a ioa e penn ann arme. Kear holl a oue dismantret dre ann tan hag ar c’hleze, ann templ a oue lakeat e poultr hag e ludu, ar Iuzevien a oue guerzet evel esklaved, hag e plas ann tiez hag ar mogeriou ne oue mui nemed eur bern atrejou.

Goulskoude Doue ne falvezaz ket d’ezhan e vije paket he zervicherien e kreiz ar strafill hag ann dismantr skrijuz-se. Pell araok m’oa digouezet Titus hag he arme dirak Jerusalem, en doa lavaret da zant Simeon tec’het kuit ac’hano gant ar gristenien. Sant Simeon en devoa