Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/121

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

embannaz evel artikl a feiz n’ez euz e Jezuz-Krist nemed eur persounach, persounach Mab Doue, hag ez eo ar Verc’hez Vari e guirionez mamm da Zoue p’e guir e deuz lakeat er bed eur mab hag a zo Doue. Kristenien Ephez a zridaz ho c’haloun gant ar joa pa glevchont petra en doa great ar c’honsil, ha dioc’h ann noz, p’edo ann eskibien o vont d’ho lojeiz, ar bobl holl a ieaz d’ho ambroug gant goulou var elum.

Goulskoude sant Sirill en devoue kalz da c’houzanv euz a berz Nestorius hag euz a berz ar re a ioa troet a du ganthan. Taolet e oue zoken er prizoun ; mes heb dale e oue laosket da redet, ha Nestorius a oue harluet dre urs ann impalaer. Ar blasphematour-ze a reaz fin fall : mervel a eure, he deod dija debret gant ar prenved hag he gorf holl dija brein.

Sant Sirill a zistroaz da Aleksandrii, hag a varvaz eno e peoc’h d’ann 28 a viz even euz ar bloaz 444, goude beza gouarnet he eskopti gant eur furnez vraz epad daou vloaz ha tregont. Ar pab sant Selestin a ioa leun a istim evithan : he henvel a rea difennour ann Iliz hag ar feiz, ann doktor katholik hag ar guir den abostolik.


SONJIT ERVAD

El levr-ma ez euz bet dija hag e vezo c’hoaz aliez hano a gonsil. Setu ama petra eo eur c’honsil. Eur c’honsil a zo eunn asamble a eskibien, galvet, enn doare merket gant ann Iliz, d’en em gaout er memes leac’h evit kemeret kuzul ann eil digant egile var ar pez a zell ouz ar feiz hag ouz ar relijion. Pa vez galvet ann holl eskibien euz ar bed katholik d’en em asambli, ar chonsil a zo jeneral, ha n’e ket jeneral, er c’hountrol, pa ne vez galvet nemed eskibien eur vro pe eur c’harter. Hogen, eur chonsil jeneral a dle, da genta, beza asamblet gant ar Pab, pe dre he urs, pe da vihana gant he asant; d’ann eil, e penn ar c’honsil e tle beza ar Pab he-unan, pe re all karget ganthan da zelc’her he blas; d’ann trede, erfin, kement tra a ra ar c’honsil a dle c’hoaz beza kavet mad gant ar Pab. Pa’z a ann traou enn dro evelse, eur c’honsil jeneral ne c’hell ket fazia. Mes a hent all e c’hellfe; rag ann Iliz n’ema nemed el leac’h m’ema ar Pab. « El leac’h m’ema Per eme zant Ambroaz, eno hag eno hebken ema ann Iliz. »