Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/11

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
3
ann hano santel a jezuz

da lavaret d’ezhan : « — Jezuz, pa ziskouezit kaout kement-se a garantez evidomp, ha c’houi c’hoaz bugel nevez ganet, petra ne reot-hu ket divezatoc’h pa viot deuet da veza braz ? »


SONJIT ERVAD

Dre ar sirkonsizion, e vezet lakeat guech all e renk bugale Israel. Dre ar vadiziant, ni a zo bet great kristenien, bugale da Zoue ha d’ann Iliz, breudeur da Jezuz-Krist hag heritourien euz ann Env. N’emaomp var ann douar nemed evel tremenidi. Hor guir bro eo ann Env ; dalc’homp eta bepred hor c’haloun troet varzu eno, ha labouromp stard da c’hounit hon heritach. Diouallomp da goll ann distera tamm euz a amzer ar vuez-ma, ha poaniomp da implija e servich Doue peb deiz, peb heur, peb pennad euz ar bloaz nevez en deuz roet d’eomp adarre enn he drugarez. Evelse, ar bloaz nevez-ma a vezo e guirionez eur blavez mad evidomp holl, evel a reketomp hirio ann eil d’egile ; rak, dre ma’z ai enn dro, e tastumimp eunn tenzor kaer a veritou evit ar baradoz.





GOUEL ANN HANO SANTEL A JEZUZ
————

(Ar gouel-ma a vez great enn iliz d’ann eil sul goude ar Rouanez)



Ar c’hiz a ioa ive, etouez ar Iuzevien guech all, da rei eunn hano d’ar vugale enn devez ma vezent sirkonsizet. Heuliet e oue ar c’hiz-se evit hor Zalver, ha roet e oue d’ezhan an hano a Jezuz, hano hag a ioa bet roet d’ezhan dija gant ann eal araok m’oa bet konsevet.

Ann arc’heal Gabriel en devoa komzet evelhenn ouz ar Verc’hez Vari : « — C’houi a gonsevo hag a lakai er bed eur Mab, hag ar Mab-se a hanvot Jezuz. » Ann eal n’en doa ket lavaret ann dra-ze anezhan he-unan, mes euz a berz Doue ; Doue eo a felle d’ezhan e vije hanvet Jezuz he Vab en em c’hreat den. « Jezuz-Krist, eme ann abostol sant Paol, a ioa Doue dre natur ha par d’he Dad e peb hent ; mes en em lakeat eo henvel oc’h netra o kemeret natur ann den, hag o tont da veva etouez an dud evel unan anezho… Abalamour