vezaz d’ezhan ive mont er mieaz euz he vro enn he iaouankiz evit dastum ar c’henteliou hag ar skoueriou mad a ioa bet roet e leac’h all gant ar zent hag ann doktored koz. Pa zistroaz d’ar gear, e resevaz ann Urziou sakr hag e oue beleget. Neuze, o veza klevet ez oa c’hoaz eur maread paianed hag eunn niver bennag a heretiked er penn dioc’h ann Hanter-Noz euz a Vro-Zaoz, e skoaz raktal varzu eno. Kalz poan en devoue, da genta, evel ann abostol sant Paol guech all pa erruaz er Masedoan. Mes Doue a roaz kement a nerz d’he gomzou ma c’hounezaz heb dale ann holl baianed d’ar feiz, ha ma lakeaz ann holl heretiked da zistrei d’ar relijion gatholik. Anat oa da bep hini edo Doue ganthan ; rak rei a rea ar gueled d’ar re zall, ar c’hleved dar re vouzar, ar c’herzed d’arre gamm hag ar iec’hed da bep seurt tud klanv.
Goudeze e oue pedet gant santez Berc’hed da vont adarre d’ann Irland. Mont a eure, ha ne c’houfe den lavaret ar vad a reaz er vro-ze dre he brezegennou, dre he guzuliou santel ha dre ar c’houenchou hag ar skolachou a lakeaz da zevel.
Erfin Doue a roaz urs d’ezhan da zont da Vreiz-Izel. Senti a eure dioc’htu, ha setu hen enn hent. Eur vech digouezet e Breiz, ar Zant en em dennaz enn eunn enezennik a eskopti Guened hanvet enez Houat. Eno e tremene he holl amzer o lenn ar Skritur Sakr, o pedi hag o vedita. Mes ar besketerien hen diskuillaz da dud ann douar braz, hag abarz nemeur e oue guelet ar re-ma o tont d’he gaout a vandennadou evit klevet ganthan eur gomz vad pe eunn ali santel bennag.
O veza n’en doa ket a blas d’ho reseo holl enn he enezennik, ez eaz he-unan da jom enn douar braz, hag e savaz eur gouent e gour-enezenn Rhuis. diou leo dioc’h Guened. Ar gouent-se a oue heb dale leun a venac’h, ha Jildas a roaz d’ezho reolennou kaer evit ho zikour da erruout enn huela pazenn euz ar zantelez. A hent all e kendalc’he da ober miraklou hag e paree eur maread tud klanv. Prezeg a rea ive d’ar bobl gant kalz a nerz, ha rebech a rea ho dizursiou d’ar Vretou-