evit prena ar gaptived, ha da jom ho-unan e kaptivite enn ho flas mar bije red. Ar roue a roaz eur penn euz he balez evit loja ar venac’h nevez.
Doue a skuillaz he vennoz var ann Urs-ma gant kement a largentez ma oue renket heb dale sevel eur maread kouenchou all. Per Nolask a ieaz a benn diou vech da ober eur bale etouez Turked ar Spagn, hag en diou zro-ze e tennaz euz a dre ho daouarn, gant ann aluzennou en doa gellet da zastum, ouspenn pevar c’hant esklav pe brizounier. Goudeze ez eaz d’ann Afrik ; mes eno e oue taolet er prizoun ha karget a jadennou. Goulskoude, ne oue ket lakeat d’ar maro daoust d’ann ioul en doa da rei he vuez evit Jezuz-Krist. Laosket e oue da zont kuit, hag o veza distro d’ar Spagn, en devoue ann eur da gaout dioc’htu arc’hant aoualc’h evit paea ransoun ann holl gaptived a ioa chomet var he lerc’h.
Neuze e c’hoanteaz rei ann dilez euz he garg a zuperior jeneral, mes n’en devoue ket a gounje digant ar venac’h all. Kendelc’her a reaz eta da c’houarn he Urs ha da zervichout da skouer d’ann holl dre he humilite hag he basianted, dre he spered a binijenn hag he garantez evit he nesa. Doue a zigasaz d’ezhan eur c’hlenved hirr ha poaniuz; mes e kreiz holl nerz ar c’hlenved-se ne gollaz morse netra euz he zousder ordinal : he blijadur oa beza stag ouz ar groaz evel Jezuz-Krist.
Erfin, o santout e fallea, e c’houlennaz he zakramanchou diveza, ha goude beza ho resevet gant devosion eunn eal, e varvaz leun a veritou er bloaz 1258, oajet a noa bloaz ha tri-ugent.
Ar zant-ma en deuz risklet he liberte hag he vuez evit prena ar gaptived ; n’euz ket brasoc’h karantez eged hounnez. Evidhoc’h-hu, ma ne c’hellit ket mont keit-se, roit da vihana ar pez a zo eaz d’ehoc’h da zioueret evit sikour ho preudeur enn ho ezommou. Euruz ar re o deuz truez ouz ho nesa, rak Doue en devezo ive truez outho! Mes ann nep a zo kriz e kenver he vreudeur, ha leac’h en deuz-hen da esperout e vezo Doue trugarezuz enn he genver ? Ha c’houi, tadou ha mammou, boazit abred ho pugale da garet ar paour ha da rei ann aluzenn d’ezhan, evel a rea sant Per Nolask ; n’euz netra guell evit tenna bennoz Doue varnho ha varnhoc’h hoc’h-unan.