Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/80

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
72
29 a C’henver
sant fransez a zal, eskop ha doktor

eur maread relegou evit maga ann devosion etouez tud fidel he eskopti.

Erfin, o c’houzout e tostea he heur diveza, Julian a lakeaz ar belek Thurib, unan euz he zaou goumpagnoun kenta, da eskop enn he blas, ha goudeze ec’h en em dennaz enn eul leac’h distro e kichen kear. Eno e varvaz leun a veritou er bloaz 117, a greiz m’edo o veuli Doue, he zaouarn astennet etrezek ann env, dirak ann dud a iliz hag ann dud fidel en doa galvet var he dro.


SONJIT ERVAD

Hirio n’e ket ker stank ar miraklou ha guech all, ha kement-se n’e ket souez. Guech all oa red ober miraklou evit diskouez d’ar baianed ar virionez euz ar reljion gristen ; mes, el leac’h n’ez euz nemed kristenien, ar miraklou ne d-int mui eunn dra red. Ar miraklou, eme ann abostol sant Paol, a zo evit ar re riint ket choaz gounezet d’ar feiz, ha nann evit ann dud fidel. Ar re-ma a c’hoar eo karget ann Iliz katholik da zeski d’ezho ar pez a renker da gredi ha da ober evit beza salvet, hag ann dra-ze a zo aoualc’h d’ezho. Goulskoude, Doue a ra ato a vare da vare eur mirakl bennag e korn pe gorn euz ar bed, evit digas da zonj d’ann holl eo bepred Mestr var gement tra a zo, var ar c’hlenved ha var iec’hed, var ar vuez ha var ar maro. Nag a viraklou ne c’hoarvez ket c’hoaz enn hon amzer-ni e Lourd, var menez ar Salett hag e kalz plasou all evelse !





ann naved var ’nn ugent a viz genver


SANT FRANSEZ A ZAL, ESKOP HA DOKTOR EUZ ANN ILIZ
————


Ar zant-ma, ginidik euz ar Savoa, en em roaz da Zoue kentre ma teuaz d’he anaout. Da Baris e oue kaset da ober he studi, hag eno e kommunie da nebeuta eur vech er zizun. Ne anaie er gear vraz-se nemed daou hent, hent ar skolach hag hent ann iliz. Evit kastiza he gorf, e iune bep merc’her, bep guener ha bep sadorn euz ar bloaz, ha kement e karie ar jastete ma sonjaz a-neuze ober veu d’he miret epad he vuez.

Ann drouk-spered, evit he spounta, a glaskaz rei d’ezhan da gredi ne oa baradoz ebed evithan. Doue hebken a c’hoar pegement a boan en devoue gant ann den-