Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/74

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
66
26 a C’henver
sant polikarp, eskop ha merzer

benn evit miret na renkche kaozeal ouz ann den-ze. Mes Marsion a deuaz var ehun d’he gaout enn eur lavaret : « — Petra, ne anavezit ket ac’hanon? » Ar Zant a respontaz kerkent: « — Eo, anaout a rann mab hena ann diaoul. » Kement a heuz en doa ouz ar pez a ioa kountrol d’ar feiz ma lakea he vizied da stanka he ziskouarn pa gleve hano euz a eunn dra bennag evelse.

Pa oue distro euz a Rom, Polikarp a vevaz e peoc’h enn he eskopti betek amzer ann impalaer Mark-Aorel. Neuze e oue lakeat adarre ar gristenien d’ar maro en Azii, hag eun devez paianed Smirn a c’houlennaz ma vije kaset archerien da glask ar Zant. Ann dud fidel o doa bet c’hoant da guzat ho eskop ; mes kavet e oue dioc’h ann noz enn eur gambr varlaez.

O veza diskennet d’ann traon, e lavaraz rei ho c’hoan d’ann archerien, hag e c’houlennaz digantho eur pennadik amzer da bedi. Bez’ en devoue he c’houlenn, ha chom a eure div heur dioc’htu da bedi enn he gambr. Goudeze ec’h en em lakeaz etre daouarn ann archerien. Hogen, ar re-ma a rea ho chefridi enn despet d’ezho, hag ho c’haloun a ioa tenereat o velet peger mad oa bet ar Zant enn ho c’henver.

Pa erruaz Polikarp dirak ar barner, hema a lavaraz d’ezhan rei he valloz da Jezuz-Krist. Mes ar Zant a respountaz : « — C’houec’h vloaz ha pevar-ugent zo abaoue ma servichann Jezuz-Krist. N’en deuz great biskoaz nemed vad d’inn, ha bemdez e resevann diganthan grasou nevez : penaoz e c’houfenn-me rei va malloz d’ann hini en deuz roet d’inn ar vuez ? Va C’hrouer eo, va Zalver ha va Zad ; va Doue eo, ha d’ezhan e tleann peb seurt respet ha va holl c’harantez. »

« — Mad, eme ar barner, me zo o vont neuze da lakaat leusker al loaned gouez varnhoc’h.» — « Laoskit anezho pa gerot, » eme Polikarp. « — Ma n’oc’h euz ket aoun rak al loaned gouez, eme arbarner, me roio urs d’ho tevi ez veo. » — « Ann tan a reot evit va devi a vougo buhan, eme ar Zant; mes enn ifern ez euz eunn tan all, c’houezet gant Doue evit devi