Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/72

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
64
26 a C’henver
sant polikarp, eskop ha merzer

evit rei d’ehoc’h ar gueled ha lakaat ar Spered-Santel da ziskenn ennhoc’h. »

Ker buhan e kouezaz dioc’h daoulagad Saol traou henvel ouz skant pesked, hag e teuaz ar gueled d’ezhan adarre. O veza neuze savet enn he za, e oue badezet dioc’htu gant Ananias, ha raktal goudeze ec’h en em lakeaz da brezeg dirak ann holl oa Jezuz Mab da Zoue. Kement hini her c’hleve a ioa souezet; rak ann holl a c’houie peger kounnaret oa diagent a enep ar gristenien. Goulskoude, ar Iuzevien, o velet e tifenne brema relijion Jezuz-Krist, a gemeraz kaz outhan hag a glaskaz ann tu d’hen lakaat d’ar maro. Mes ann Aotrou Doue a reaz d’ezhan en em denna euz a dre ho daouarn, ha var gement-se ez eaz da Jerusalem da velet sant Per.

Setu aze penaoz e teuaz Saol, ar pharizian, da veza ann abostol sant Paol, ha goasa enebour e devoa ann Iliz d’ar mare-ze da veza he brasa difennour.


SONJIT ERVAD

Ama e velomp madelez ha trugarez ann Aotrou Doue o c’hounit ar viktor. hag eur viktor euz ar re gaera, eur viktor burzuduz, var fallagriez ann den. Pebez ioul n’en doa ket Saol da ziskar Iliz Jezuz-Krist ! Pebez kasouni n’en doa ket ouz ar gristenien hag ouz ho relijion ! Ha Goulskoude, enn eunn taol, setu hen chenchet evel eun all enn he blas, setu ar bleiz deuet da veza oan. Piou a c’hellfe goude-ze dizesperi euz a vadelez hag euz a drugarez ann Aotrou Doue ? N’euz fors piou e veac’h, n’emaoc’h ket pelloc’h dioc’h Doue eget na oa sant Paol araok ma oue gounezet d’ar feiz. Doue a c’hell eta ive ober eur zant ac’hanhoc’h evel ma reaz eunn abostol euz ar pharizian kounnaret-se ; rak he vreac’h n’e ket diverret, he zorn n’e ket eat da fall, hag he c’hras e deuz ato ar memes nerz hag ar memes galloud. Mes hoc’h asant a zo red evit kement-se : Doue ne c’hell ket ho savetei enn despet d’ehoc’h.





ar c’houec’hved var ’nn ugent a viz genver


SANT POLIKARP, ESKOP HA MERZER
————


Polikarp en devoue ann eur da anaout lod euz a ziskibien hor Zalver, ha dreist holl ann abostol sant Iann. Deski a reaz gantho ar pez o doa desket ho-unan