zont. Ne oa c’hoaz nemed seiz vloaz pa oue kavet eunn devez enn iliz o pedi Doue kalounek, var bennou he zaoulin adren ann ogrou. D’ann oad a c’houezek vloaz ez eaz enn Urs sant Fransez, ha bez’e oue raktal enn Urs-se eur skouer a bep seurt vertuziou.
Pa oue echu he bevar bloaz var’nn ugent ganthan, e oue beleget, hag a benn bloaz goude e oue hanvet da zuperior e kouent Introun-Varia-Ann-Elez. Neuze e oue karget da brezeg, hag hen ober a eure gant kement a frouez ma ne c’houfe den niveri ar bec’herien a lakeaz da jench buez. Eur maread tud a guitea ar bed hag ho madou, goude beza he glevet o sarmoun, evit en em rei holl da zervich Doue.
Etre daou e oue kaset da eur gouent all, mes ato evel superior. Ar gouent-ma a ioa enn eur vro c’houez hag enn eul leac’h distro, hag ann dra-ze a blije muioc’h d’ar Zant. Rak ar pez a glaske dreist peb tra oa beza he-unan gant Doue, hag he holl amzer, kouls lavaret, a dremene o pedi hag o vedita.
Eunn eston eo ive hag eur skrij zoken klevet hano euz he binijennou. Da genta, ne zave morse he zaoulagad da zellet ouz den, ha ne anaie ar venac’h all nemed dioc’h ho mouez. Beva a rea bepred divar bara ha dour, nemed enn he gozni e kemere, ouspenn, eunn nebeut louzeier hanter-boaz. Ne rea peurvuia nemed eur pred bep tri devez, hag avechou e chome eiz dez dioc’htu heb dibri tamm. O trec’hi ar c’hoant kousket eo en devoue ar goasa krogat evel a anzavaz he-unan oc’h santez Thereza. Goulskoude gounit a eure erfin ar viktor, hag epad daou-ugent vloaz ne gouskaz nemed eunn heur hanter bemnoz azezet var he zeuliou hag he benn harp ouz ar voger. He gambr a ioa ken enk ma n’en doa ket a blas da c’hourvez.
E kreiz ar goanv ha pa veze rusta ann amzer, e talc’he digor prenest ha dor he gambr evit kaout muioc’h a riou, ha ne lakea morse boutou ebed da vont er meaz. Ato ive, pe e vije glao pe erc’h, pe e vije tomm-skaot ann heol, e kerze diskabell, hag ann dra-ma a rea abalamour m’ema Doue e peb leac’h hag evit kemeret skouer dioc’h