Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/709

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
16 a Here
701
sant konogan, eskop


SONJIT ERVAD

Ne lennit morse, tud iaouank, al levriou n’ez euz hano ennho nemed a amourouzded, ha tec’hit bepred dioc’h koumpagnunez ar botred pe ar merc’hed a zo skanv ho fenn ; a hent all, ho plas a zo dija ive merket enn ifern evel hini santez Thereza, petra bennag n’oc’h ket c’hoaz marteze kouezet e pec’hejou braz. Al levriou n’ez euz hano ennho nemed a amourouzded hag ar goall goumpagnuneziou a zo daou ampoezoun evit ar galoun, hag ann daou ampoezoun-ze a roio abred pe zivezad ar maro d’hoc’h ene ma ne ziouallit ket outho.



ar c’houezekved devez a viz here


SANT KONOGAN, ESKOP
————


Konogan, Guenn pe Guennegan, a ioa ganet e maner ar Palud e kichen Landerne, hag a oue savet e doujans Doue gant he dud betek ann oad a zeiz vloaz. Neuze e oue kaset da Gemper, el leac’h ma’z oa eur skolach braz d’ann ampoent, hag a benn eiz vloaz goude ez eaz da Landevennek da studia ann theoloji.

Eno e chomaz pevar bloaz all, hag epad ann amzer-ze abad hag holl venac’h ar gouent a ioa souezet o velet peger santel oa dija he vuez. Goulskoude, pa oue echu he studi ganthan, he dud her galvaz d’ar gear ; rak c’hoant o doa d’he zelc’her er bed. Setu perak e kaschont anezhan da balez Giomarc’h, kount a Leon, da zeski embrega ann armou.

Konogan n’oa ket troet var ann dra-ze. Evelato e sentaz ouz he dud, ha keit ha ma oue e palez ar c’hount a Leon e oue ive evit ann holl eur skouer a furnez hag a bep seurt vertuziou. Mes dont a reaz buhan da inoui, hag a benn pemp bloaz e c’houlennaz kounje da zistrei d’ar Palud.

Neuze e tiskleriaz d’he dud e felle d’ezhan en em rei holl da zervich Doue. He dad hag he vamm a enebaz outhan da genta ; mes abarz ar fin hen lezchont da ober he volontez, ha kerkent Konogan en em lakeaz e stad da reseo ann Ursiou sakr. Eur vech belek, e oue plaset