Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/707

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
15 a Here
699
santez thereza, guerc’hez

he bugaleach oa lenn buez ar Zent asambles gant he breur iaouanka. O velet pe seurt poaniou o deuz gouzanvet ar verzerien guech all, he breur hag hi a zavaz c’hoant gantho da veza merzeriet ive evit ar feiz, hag eunn devez setu hi ha tec’het euz ar gear dre guz evit mont d’ann Afrik ho daou, enn esper beza lakeat d’ar maro gant ann Turked. Mes eunn eontr d’ezho ho diarbennaz hag ho digasaz enn dro da di ho zud.

Thereza ne oa c’hoaz nemed seiz pe eiz vloaz d’ann ampoent. Mes gant ann amzer e teuaz da laoskaat e servich Doue. O veza kollet he mamm d’ann oad a zaouzek vloaz, ec’h en em lakeaz da lenn levriou euz ar seurt ne vez hano ennho nemed a amourouzded, ha goudeze e reaz he c’hamaladez euz eur garez d’ezhi hag a ioa eur penn skanv. Evelse e oue touellet a nebeut a nebeut da garet ar bed, ann dillad kaer hag ar c’houmpagnuneziou. Evelato ne zonje e netra fall evit kement-se ha ne gouezaz morse e pec’hejou braz ; mes var ann hent da goueza edo, ha setu perak Doue a ziskouezaz d’ezhi divezatoc’h ar plas a ioa ouz he gortoz enn ifern m’e devije kendalc’het da ren ar vuez-se.

Goulskoude he zad a remerkaz ar jenchamant a ioa ennhi, ha raktal e lakeaz anezhi enn eur gouent leanezed euz a Urs sant Aogustin. Eno Thereza a zigoraz he daoulagad var stad he ene, hag heb dale e teuaz adarre da veza ken devot ha biskoaz. Neuze e reaz he zonj da vont he-unan da leanez, mes enn eunn Urs all, enn Urs Karmes.

Ugent vloaz oa paoue resevet enn Urs-ma, hag epad ann trivac’h vloaz kenta Doue he lezaz enn eur zec’hor vraz, evit rei tro d’ezhi da baea ar boan dleet da faotou he iaouankiz, petra bennag n’oant ket faotou grevuz. Mes, o veza ma oue bepred aketuz da bedi ha da gastiza he c’horf dre ar binijenn, Doue a rekoumpansaz erfin he fidelite enn eur garga anezhi a c’hrasou dispar.

Hiviziken, p’en em lakea da vedita, e veze dalc’h-mad douget a spered betek ann env, ha neuze e kleve gant Jezuz komzou dudiuz evel ar re-ma : « — Divar hirio c’houi a vezo va fried, ha den ne c’hello lakaat dis-