chou. Ann eskop santel, o veza klevet ann dra-ze, en devoue ann hardisegez da vont d’ho c’haout evit klask ho diarbenn enn eur ziskouez d’ezho pegen diskiant oant. Mes ann dud difeiz-se a gerneraz kaz outhan hag her brevaz raktal a daoliou mein hag a daoliou baz. Ar gristenien hen tennaz euz a dre ho daouarn; mes hanter-varo oa dija, ha prest goude e tremenaz. He verzerenti a erruaz er bloaz 97 goude donedigez hor Zalver.
Tad ar zant-ma a ioa paian; mes he vamm hag he vamm goz a oa diou gristenez vad. Eur malheur braz eo evit ar vugale kaout eunn tad ha n’en deuz ket a relijion: goulskoude, mar d-eo ar vamm pe ar vamm goz eur vaouez a feiz, houma a chell c’hoaz ho zevel e doujans Doue, nag ann dra-ma a zo neuze eunn dever strisoc’h evithi. Nag a vugale a ra mez ha rann-galoun ho zud dre ho buez direol, hag a vije bet er c’hountrol gloar ha joa ho zad hag ho mamm ma vije bet desket d’ezho abred anaout ha karet Doue, ha kaout heuz ouz ar pec’hed ! Hirio muioc’h eget biskoaz ann tadou hag ar mammou a dle poania da rei d’ho bugale ez vihanik eur gelennadurez vad ha kristen.
ant Paol, hanvet Saol araok m’oa
gounezet d’ar feiz, a ioa ginidik
euz a gear Tars er Silisii. He dad
her c’hasaz d’ar skol da Jerusalem,
hag eno en devoue evit mestr Gamaliel
unan euz ar brudeta doktored
euz he amzer. Gamaliel a zeskaz
d’ezhan ar guella feson da viret
lezen Moizes, hag etouez ann dud
iaouank euz he oad ne oa nikun all
hag a zalc’hche kement hag hen
d’al lezenn-ze ha da gredennou he
dud koz. Evelse e teuaz da veza
unan euz a vrasa enebourien ar
relijion gristen.