Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/698

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
690
11 a Here
sant tarak, merzer

mes, o veza m’oann kristen, em euz kuiteat ar zervich. » « — Penaoz oc’h euz bet ho kounje ? » « — Her goulennet em euz digant Publion, va c’habiten, hag hema en deuz hen roet d’inn raktal. »

Neuze Maksim a lavaraz da Darak : « — Selaouit, truez am euz ouzhoc’h abalamour m’az oc’h koz dija ; mes red e d’ehoc’h senti ouz ann impalaered. Deuit eta da ginnig ezans d’ann doueou evel a reont-hi, e kement leac’h ma vezont. » Mes Tarak a respountaz kerkent : « — Relijion ann impalaered a zo eur relijion faoz. » O klevet ar respount-ma, ar gouarner a lavaraz skei var ginou ar zoudard koz, ha goudeze e reaz he ziviska enn noaz hag he skourjeza. Mes Tarak a jome ato stard enn he feiz, ha Maksim a ordrenaz erfin he deuler er prizoun karget a jadennou.

Etre daou, ar gouarner a ieaz da gear Mopsuest, ha Tarak a oue kaset di d’he heul. Eno Maksim a glaskaz adarre lakaat ar zoudard koz da adori ann idolou ; mes, o velet ne c’houneze netra varnhan, e lavaraz d’ar vourrevien : « — Dalc’hit he zaouarn var glaou beo ken na vezint rostet-holl. » « — Eur pez kaer evit ann dra-ze, eme Darak dioc’htu ; me n’em euz aoun nemed rak eunn tan, rak ann tan a bado da viken enn ifern. » « — Setu ho taouarn rostet-holl, eme ar gouarner ; daoust ha n’e ket poent d’ehoc’h beza fur ha kinnig ezans d’ann doueou ? » « — Ah ! eme Darak, c’houi gred oc’h deuet a benn ac’hanon dija ; n’oc’h ket erruet eno c’hoaz, a drugare Doue, ha ne erruot biken zoken. » « — Stagit anezhan, eme Vaksim, a-istribil oc’h eunn treust, he benn d’ann traon, ha c’houezit tan dindan gant keuneud hag a rai kalz moged. » « — Petra eme Darak, n’em euz ket bet aoun rak ho tan, ha e fell d’ehoc’h va spounta gant moged ! » « — Digasit guinegr ha c’hoalenn, eme ar gouarner, ha taolit anezho d’ezhan enn he fronellou. » « — Ho kuinegr n’e ket krenv, hag ho c’hoalenn n’euz blaz ebed ganthan, » eme ar zoudard koz. « — Lakit moutard etouez. » « — Me lavar d’ehoc’h, Maksim, eme Darak, ho pourrevien zo faziet ; mel eo o deuz roet d’inn e leac’h moutard. »