Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/692

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
684
8 a Here
santez berc’hed, intanvez

reun. Erfin, iun a rea peder guech er zizun, ha da verner, divar bara ha dour.

Araok diskregi euz he danvez, Berc’hed e doa savet e Vastein eunn Urs nevez a leanezed hag a zo anavezet dindan ann hano a Leanezed Sant-Salver. Goulskoude ne gemeraz ket he-unan sae ann Urs-se abalamour ma oue lavaret d’ezhi gant Doue mont da bardouna da Rom ha da Jerusalem. En em lakaat a eure raktal enn hent asambles gant santez Katell, ar iaouanka euz he bugale, hag epad eur veach ken hirr ha ken tenn e kendalc’haz da veva evel a rea diagent.

Enn eur erruout e Rom evit ann eil guech, goude beza bet oc’h ober he zro e Jerusalem, ar Zantez a jomaz klanv eno epad bloaz dioc’htu, ha mervel a reaz erfin leun a veritou d’ann 23 a viz gouere euz ar bloaz 1373, oajet a eur bloaz ha tri-ugent. He c’horf a oue kaset goudeze da gouent Vastein er Sueed.

Doue en deuz diskleriet da zantez Berc’hed, epad he buez, eur maread traou kuzet. Ann traou-ze a zo bet lakeat dre skrid gant ar Zantez, hag ar skrid-ma a zo bet lennet piz meur a vech, ha pouezet peb ger anezhan gant kardinaled ha tud all, heb na ve bet kavet ennhan netra kounlrol d’ar feiz ha d’ar relijion.


KENTELIOU SANTEZ BERC’HED

Da genta. — N’e ket eur zin vad beva heb eur boan, eunn anken pe eunn dentasion bennag, p’e guir Jezuz-Krist en deuz lavaret : « — Ann nep ne zoug ket he groaz bemdez n’e ket din ac’hanon-me. »

D’ann eil. — Ar bedenn a galoun eo magadurez ann ene, ha dreizhi evel dre eur c’han e skuill Doue varnomp ar gliz euz he drugarez.

D’ann trede. — Ne zilezit ket ar bedenn a galoun, ha pa ne gavfac’h saour ebed ganthi ; mes chomit ato dirak Doue, hag ho polontez vad a zalc’ho leac’h d’ehoc’h a bedenn.

D’ar pevare. — Ann nep a gouez aliez enn eur faot bennag dre zempladurez ne dle ket dizesperi evit kement-se, mes en em humilia : ann ourgouill a ra d’ann den fallgalouni, mes ann humilite a ro eunn nerz nevez d’he galoun.