Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/688

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
680
7 a Here
sant serj ha sant bakus, merzerien

treuzed euz a hano ar meneziou el leac’h m’edont o chom.

Mes, a benn c’houec’h vloaz goude, Bruno a oue galvet da vont da Rom gant ar pab Urban II, hag ar pab-ma hen dalc’haz meur a vloaz enn he gichen evit kaout sikour diganthan da c’houarn ann Iliz. Abarz ar fin evelato en devoue kounje da zont kuit, ha neuze ec’h en em dennaz gant eunn nebeut diskibien enn eur plas distro euz ar C’halabr, enn Itali ; esper en doa ne vije ket anavezet eno evel ma’z oa dija e Frans. Mes, kaer en devoue klask kuzat, chas ar c’hount Rojer hen diskuillaz d’ho mestr dre ho harzadennou, eunn devez m’edo ar c’hount-se o chaseal. Ar c’hount, o veza erruet gant ermitach ar Zant, a reaz stad anezhan, ha raktal e lakeaz sevel eur gouent evithan hag evit ar venac’h a ioa asambles ganthan.

Er gouent-ma e varvaz Bruno d’ar 6 a viz here euz ar bloaz 1101, goude beza resevet he zakramanchou diveza gant eur feiz hag eunn devosion dudiuz. Ne oa ket c’hoaz hanter-kant vloaz echu.


SONJIT ERVAD

Kaozeal kalz a zo aliez noazuz hag ato riskluz. Guella tra zo da ober, evit ren eur vuez santel, eo komz nebeut gant ann dud, ha komz aliez gant Doue. Ann nep ne bec’h ket gant ne deod a zo eunn den parfet, eme ann abostol sant Jakez. Beillit eta var ho teod ; tavit ma n’e ket red d’ehoc’h parlant, ha mar d-eo red d’ehoc’h parlant, mirit bepred enn ho komzou lezennou ar furnez, ann honestiz hag ar garantez.




ar c’houec’hved devez a viz here


SANT SERJ HA SANT BAKUS, MERZERIEN
————



Serj ha Bakus a ioa offiserien enn arme ann impalaer Maksimian, d’ar mare m’edo ann impalaer-ma o vrezelekaat er Sirii. Eunn devez, Maksimian a zonjaz kinnig