Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/683

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
4 a Here
675
sant fransez a asiz

zantifia dre ar baourentez hag ar binijenn. He-unan e veve var ann douar evel eur seraphin, ken tomm oa he galoun e kenver Doue, hag ann dra-ze a oue kaoz ma oue leshanvet he Urs ann Urs seraphik. Ne zebre tamm, kouls lavaret, ha goude beza tremenet ann deiz o prezeg pe var dro ar re glanv, e tremene c’hoaz ann noz o pedi eharz ann aoter pe dirak he grusifi.

Doue en doa roet da Fransez eur c’halloud vraz var ann holl grouadurien : ober a rea anezho ar pez a garie. Eunn droiad ec’h erruaz enn eur plas el leac’h ma’z oa eur maread laboused o kana, ha laboused a bep seurt : lod a ioa var ann douar, lod all er guez ha lod all enn ear. Ar Zant a lavaraz d’ezho : « — Mad a rit, laboused va breudeur, meuli ho krouer p’e guir en deuz roet d’ehoc’h plun ker kaer ha diouaskell da nijal etrezek ann env, ha ma vag ac’hanhoc’h bemdez heb m’o pefe ezomm da labourat. » Epad ma komze, al laboused a ioa chomet sioul hag a zelle outhan enn eur astenn ho gouzoug evit diskouez ar blijadur o doa ouz he glevet. Goudeze ez eaz enn ho zouez, ha nikun anezho ne finvaz ken n’en devoue roet d’ezho he vennoz.

Sant Fransez a Asiz a varvaz e peoc’h e kouet Introun-Varia-ann-Elez d’ar pevar a viz here euz ar bloaz 1226 : ne oa ket c’hoaz pemp bloaz ha daou-ugent echu.


SONJIT ERVAD

Evit mont d’ar baradoz, ne ket red bale diarc’henn ha beva divar ann aluzenn evel sant Fransez hag he venac’h ; mes red eo kaout ar galoun distag dioc’h madou ar bed-ma enn eunn hevelep feson ma ve guell ganeomp koll ar madou-ze eged offansi Doue dre eur pec’hed marvel hebken, Setu aze petra zinifi ar baourentez a spered a zo hano anezhi er c’homzou-ma euz ann Aviel : « Euruz ar re a zo paour a spered, rak d’ezho eo rouantelez ann env ! »