Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/681

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
4 a Here
673
sant fransez a asiz



ann pevare devez a viz here


SANT FRANSEZ A ASIZ
————



Ar zant-ma a ioa ganet e kear Asiz enn Itali, hag a oue savet e doujans Doue gant he vamm. Iann oa he hano badiziant ; mes he dad a ioa marc’hadour, hag a verze kalz traou d’ar Fransizien. Abalamour da ze e lakeaz deski ar gallek d’he vab, hag ann dra-ze a oue kaoz ma oue great Fransez euz a hema.

Enn he iaouankiz oa eunn tammik fougeer ; karet a rea ann dillad kaer hag ar c’houmpagnuneziou ; mes he vuez a oue ato pur, hag ato ive e oue mad da ober aluzenn. He dad a egare o velet peger brokuz oa gant he arc’hant ha gant he draou, hag eunn droiad zoken e skoaz ganthan. Abarz ar fin ez ejont ho daou da balez ann eskop hag eno Fransez a zinaz d’he dad kement tra en doa dija var he hano ha kement en doa guir da gaout divezatoc’h. Rei a eure d’ezhan zoken ann dillad en doa bet diganthan, enn eur lavaret : « — Hiviziken em bezo muioc’h a leac’h da lakaat va holl fizians enn Tad am euz enn env. »

Neuze e viskaz dillad eunn den divar ar meaz, hag ec’h en em lakeaz da ober eur gest evit rapari iliz Sant-Damian ; rak eunn tachad a ioa en doa klevet eur vouez o lavaret d’ezhan enn iliz-se : « — Klask arc’hant, Fransez, da zresa va zi a zo prest da goueza enn he boull. » Evit kas al labour-ma da benn, ec’h en em c’hreaz darbarer he-unan, hag abarz nemeur ann iliz a oue raparet.

Goudeze ec’h en em dennaz e kichen eur chapel hag a ioa eur c’hart heur bale dioc’h kear Asiz. Ar chapel-ze, hanvet chapel ar Porsionkul pe Introun-Varia-ann-Elez, a ioa ive hanter-freuzet ; mes Fransez a reaz evithan, ar pez en doa great dija evit iliz Sant-Damian, hag heb dale e oue savet adarre a nevez.