rak aoun en devoa da veza didronet ganthan divezatoc’h, pa vije deuet enn oad. Kas a eure eta soudarded da lamet he vuez digant ar prins iaouank ; mes ar zoudarded-se a gavaz anezhan kel laouen outho, ker karantezuz ha ken henvel ouz he dad, ma oue tenereat ho c’haloun ha ma’z ejont dioc’htu enn dro da c’houlenn gras evithan. Neuze Rivod, e leac’h rei urs d’hen lakaat d’ar maro, a lavaraz trouc’ha d’ezhan hebken he zorn deou hag he droad kleiz, evit na c’hellje biken manea eur c’hleze na pignat var varc’h ; ha setu ar pez a oue great var ann heur.
Melarik keaz a ioa truezuz meurbed he zoare ; mes Doue n’hen abandounaz ket. Eskop Kerne her c’hemeraz hag a lakeaz anezhan er skol enn eur gouent venac’h. Eno e teuaz heb dale da veza ann devota hag ann habila euz ar vugale euz he oad. O veza n’en doa mui netra da esperout var ann douar, e rea fae var ar bed, hag he vrasa plijadur oa pedi Doue ha sonjal er baradoz.
Great e oue d’ezhan eunn troad arem hag eunn dorn arc’hant, hag en em zervichout a c’helle euz ann troad hag euz ann dorn-ze egiz pa vijent bet kig hag askorn evel he droad hag he zorn all. Kaeroc’h c’hoaz a erruaz ganthan zoken ; rak he droad arem hag he zorn arc’hant a greske ive dre ma kreske he izili all, hag ar mirakl-ma a ziskoueze sklear pegement oa karet gant Doue.
Ar brud euz ar burzudou-ze o veza eat betek Rivod, hema a c’hoanteaz adarre en em zizober euz he niz. Neuze eskop Kerne a gasaz Melar da guzat da di eunn den, hanvet Kerioltanus, hag a ioa o chom er penn pella euz he eskopti. Mes Rivod a c’houezaz ann dra-ze, hag a c’halvaz Kerioltanus da zont d’he gaout. Pa oue erruet, her pedaz da jom da leina, hag epad lein e komzaz outhan evelhenn : « — Mar kirit laza ar prins iaouank a zo enn ho ti, me roio d’ehoc’h madou braz hag eur renk huel em rouantelez. »
Kerioltanus a respountaz e renke da genta goulenn kuzul digant he c’hreg. Hogen, he c’hreg a oue avis e tle eunn tad hag eur vamm lezel gant ho bugale ar muia ma c’hellont a zanvez, ha var gement-se Kerioltanus a