Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/673

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
1 a Here
665
sant remi, eskop

langach hebreu hag al langach kaldaik kerkouls hag al latin pe ar gregach. Setu perak e c’houlennet kuzul diganthan euz a gement korn a ioa er bed, hag ar sperejou brasa zoken, evel sant Aogustin, a skrive d’ezhan evit kaout sklerijenn var ar pez ne goumprenent ket mad aoualc’h.

Trei a eure ar Skritur Sakr euz ar gregach hag euz al langach hebreu e latin, hag isplika a reaz he-unan darn anezhi. Erfin, goude beza skrivet c’hoaz eur maread levriou all, ken evit difenn ar feiz katholik a enep ann heretiked, ken evit kelennadurez ann dud fidel, e varvas leun a veritou d’ann tregont a viz guengolo euz ar bloaz 420, oajet a dost da zek vloaz ha tri-ugent.


KENTELIOU SANT JEROM

Da genta. — N’oump ket evit miret da veza tentet ; mes gant sikour gras Doue e c’hellomp ato beza treac’h d’ann dentasion.

D’ann eil. — Ne lezit ket eur zonj fall da greski enn ho spered mes kasit-hi kuit buhan. Epad m’eo bihan ann enebour eo rei d’ezhan taol ar maro.

D’ann trede. — Eunn ene hag a gar Doue a ra kement a zo enn he c’halloud evit tec’het diouz ar pec’hejou dister evel diouz ar re vraz.

D’ar pevare. — Pa lennit eul levr devot, e komz Doue ouzhoc’h, ha pa bedit, e komzit ouz Doue.




ar c’henta devez a viz here


SANT REMI, ESKOP
————



Remi a ioa ganet e kear Laon a dud a lignez huel. Ar re-ma a ioa dija var ann oad pa deuaz er bed, hag hen resevaz digant Doue evel eur bugel a vennoz. Ne espernjont netra evit rei d’ezhan eunn deskadurez kristen, ha rekoumpanset mad e ouent evit ho foan ; rak ne zaleaz ket da ober henor d’ezho dre he furnez, he zevosion hag he vouiziegez.

Ne oa c’hoaz nemed daou vloaz var’nn ugent pa oue