Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/671

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
30 a Vengolo
663
sant jerom, belek

ma’z euz savet ilizou hag aoteriou enn he henor e kement korn zo er bed.


SONJIT ERVAD

Eur maread elez a zo bet kaset kuit euz ann env ha stlapet enn ifern, el leac’h ma chomint da viken, evit eur pec’hed a ourgouill hebken. Koumprenit dre eno peger braz drouk eo ar pec’hed, ha lakit bepred hoc’h holl boan hag hoc’h holl evez d’en em viret dreist peb tra dioc’h ar pec’hed marvel. Trugarekait ive ann Aotrou Doue euz he vadelez enn ho kenver. Rak, m’en divije ho skoet evel ann droug-elez, goude ho kenta pec’hed, e pe leac’h e vijec’h brema, siouas d’ehoc’h !




ann tregontved a viz guengolo


SANT JEROM, BELEK HA DOKTOR EUZ ANN ILIZ
————



Ar zant-ma a ioa ganet enn Illirii, hag a oue savet e doujans Doue gant he dud. Goudeze e oue kaset da Rom da ober he studi, hag eno ec’h ankounac’heaz a nebeut a nebeut ar c’henteliou mad en devoa bet enn he vugaleach. Evelato ne renaz ket eur vuez direol ; mes dilezel a eure he zeveriou a relijion, ha ne zonje mui nemed e gloar ar bed hag enn ebatou. Goulskoude ann dra-ze ne badaz ket pell.

Ann ioul enn doa da veza brudet dre he zeskadurez a reaz d’ezhan mont da redet bro evit ober anaoudegez gant ann dud habila euz he amzer. Dont a reaz da genta e Frans, hag ac’hano e skoaz d’ann Allemagn. Hogen, e kear Trev, he zaoulagad a zigoraz enn eunn taol kount : guelet a reaz sklear ne oa gloar ar bed nemed avel ha moged, ha divar neuze ec’h en em roaz holl da zervich Doue.

O veza distroet d’he vro, Jerom a jomaz eur pennad enn eur gouent a Akuilee ; mes aoun enn devoue ne vije ket eaz d’ezhan ober he zilvidigez er gouent-se abalamour m’edo eno etouez he gerent, ha setu hen ha