Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/656

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
648
22 a Vengolo
sant lin, pab ha merzer

guennek en devoa a veze evit ar beorien. Doue a ziskouezaz dre eur mirakl kaer pegement e plije d’ezhan largentez he zervicher. Eunn devez, goude beza roet eur c’hrignolad pe eunn arc’had ed d’ar paour, Thomas a gavaz ann arc’h pe ar c’hrignol kel leun ha biskoaz.

Gant ann dra-ze ne esperne nag he boan, nag he amzer, evit pourvei da ezommou ann eneou a ioa fiziet ennhan. Epad ann deiz e veze e servich ann dud fidel hag ann dud a iliz euz he eskopti, hag ann diou zrederenn euz annnoz a dremene o pedi Doue hag o vedita.

O veza kouezet klanv, e lavaraz rei d’ar paour kement tra a jome c’hoaz enn he di. He vele zoken a roaz da unan bennag, enn eur bedi hema d’hen lezel ganthan e prest ken na vije maro. Erfin, d’ann eiz a viz guengolo euz ar bloaz 1555, e roaz he ene d’he grouer enn eur lavaret ann hanoiou santel a Jezuz hag a Vari. Edo neuze o ren he zeiz vloaz ha tri-ugent.


SONJIT ERVAD

Euruz ann tiegeziou el leac’h ma roer ann aluzenn heb chipotal ! Ann tiegeziou-ze a zo sur da veza benniget gant Doue ; chom a raint enn ho za, ha mont a raint zoken var grenvaat, d’ann ampoent ma vezo guelet o koueza d’ann traon tiegeziou all pinvidikoc’h, mes fall d’ar paour ha kriz enn he genver. Bugale pe vugale-vihan ar re a zo re stag ho c’haloun ouz ann danvez a ia peurvuia da glask ho boued.




ann trede var ’nn ugent a viz guengolo


SANT LIN, PAB HA MERZER
————



Sant Lin a ioa ganet e kear Volaterra enn Itali, hag a oue ar pab kenta goude sant Per. Ann abostol-ma her gounezaz d’ar feiz epad m’edo oc’h ober he studi e Rom, hag o velet oa eunn den a spered hag a galoun, ne espernaz netra evit he gelenn ervad ha deski d’ezhan ar feson da dizout betek ann huela pazenn euz ar zantelez.

Er skol gant eunn hevelep mestr, Lin a deuaz heb