Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/653

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
21 a Vengolo
645
sant vaze, abostol

« mes da c’helver ar bec’herien da ober pihijenn. » Divar neuze Maze a reaz koumpagnunez d’hor Zalver enn he holl veachou dre ar Judee, ha ne gollaz ket unan euz he gomzou.

Goude m’oa pignet Jezuz-Krist enn env, e oue pedet gant ann diskibien all da lakaat dre skrid ar peb brasa euz ar pez enn doa great pe lavaret epad he vuez. Maze a skrivaz al levr-se e langach hebreu, abalamour al langach-ma oa langach ar Iuzevien, hag he henvel a eure Aviel, da c’houzout eo, levr a gelou mad hag euruz abalamour ma roe da anaout oa digor adarre doriou ar baradoz d’ar bec’herien gant m’o devije guir geuz ha guir c’hlac’har d’ho fec’hejou.

Pa gemeraz ann Ebestel peb hini he gorn euz ar bed evit prezeg ar feiz d’ar baianed, Maze en devoue ann Ethiopii evit he lod. Ober a eure eno eunn niver braz a viraklou, hag, etouez kalz re all, e lakeaz eur verc’h d’ar roue da zevel euz a varo da veo. Ar mirakl-ma a reaz d’ar roue ha d’ar rouanez, d’ho bugale ha da eur maread tud all, anaout raktal ar virionez euz ar relijion gristen. Hogen, ar roue en devoa eur verc’h all, he hano Iphijenii, hag a voestlaz he guerc’hded da Zoue goude beza klevet Maze oc’h ober meuleudi ar vertuz-se. Goulskoude, he zad o veza deuet da vervel, Iphijenii a oue goulennet evit pried gant Histas : hema a ioa pignet var ann tron e plas he zad a enep peb guir ha lealded. Mes ar brinsez a zalc’haz mad d’he veu hag a respountaz grons ne zimezche ket. Neuze Hirtas a gemeraz kement a zrouk oc’h sant Vaze ma kasaz tud var ann heur d’he lakaat d’ar maro ; rak gouzout a rea oa hen en devoa aliet Iphijenii da jom bepred guerc’hez. Ann dud-se a gavaz ann Abostol oc’h ann aoter, hag hen lazaz eno a daoliou bouc’hal d’ann ampoent m’edo oc’h echui he offerenn.


KANTELIOU TENNET DIVAR AVIEL SANT VAZE

Da genta. — Den ne c’hell servicha daou vestr asambles ; rak ne vezo ket evit miret da garet unan ha da zisprijout egile. Ne c’hellit ket eta servicha Doue hag ar bed er memes amzer.