Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/641

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
16 a Vengolo
633
sant siprian, eskop ha merzer



ar c’houezekved devez a viz guengolo


SANT SIPRIAN, ESKOP HA MERZER
————



Siprian a ioa mab da eur senatour euz a Garthaj, hag a oue skoliet enn he iaouankiz var holl skianchou ar bed. O veza m’en doa eur spered lemm, e teuaz da veza habil e berr amzer, hag ar brud euz he zeskadurez a reaz he henvel da rejant ar rhetorik enn he vro. Hogen, paian oa choaz d’ann ampoent ; mes ober a eure anaoudegez gant eur belek santel, he hano Sesilius, hag ar belek-ma her gounezaz d’ar feiz.

Eur vech badezet, Siprian a verzaz he holl vadou evit rei ann arc’hant d’ar beorien, ha goudeze ec’h en em dennaz enn he bart he-unan da studia ar Skritur Sakr. Mes ann dud a iliz hag ann dud fidel o devoa dija kement a istim evithan ma oue galvet heb dale da reseo ann Ursiou, ha pa varvaz Donat, eskop Karthaj, e oue choazet gant ann holl evit delc’her he blas.

A benn bloaz goude, ann impalaer Des a zougaz eul lezenn a varo a enep ar gristenien. Al lezenn-ze a oue embannet e Karthaj er bloaz varlerc’h, ha kerkent paianed ar gear-ma en em lakeaz da redet dre ar ruiou enn eur grial a bouez-penn : « Siprian d’al leoned ! Siprian d’al leoned !!! » Rak n’oant ket evit gouzanv ar Zant abaoue m’en doa troet kein d’ann idolou evit adori ar guir Doue.

Siprian a c’houlennaz kuzul digant Doue evit gouzout petra dlie da ober. Doue a roaz d’ezhan da anaout e raje guelloc’h o tec’het eged o chom e Karthaj, ha setu hen raktal ha mont da guzat var ar meaz. Mes euz al leac’h m’oa kuzet e kendalc’he da gelenn he bobl, ken dre he liziri, ken dre ar veleien en doa karget da c’houarn he eskopti enn he blas. Ar re-ma o doa urs da lavaret ann offerenn bemdez, peb hini d’he dro, d’ann dud fidel a vije er prizoun, ha da rei d’ezho ar gommunion.