Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/630

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
622
11 a Vengolo
sant pasiant, eskop


Diskleria a eure erfin d’he Vreudeur pe da zeiz e varvche, hag ann deiz-se a oue ann dek a viz guengolo euz ar bloaz 1308 pe 1309. Ar pab Eujeen IV hen lakeaz var roll ar Zent er bloaz 1446.


KENTELIOU SANT NIKOLAS TOLANTIN

Da genta. — Ar galoun e deuz tanveat eur vech plijadureziou ann env, ne gav mui a vlaz gant plijadureziou ann douar.

D’ann eil. — Pa garer Doue ervad, e leverer : « Seul-vui a boan, seul-vell. »

D’ann trede. — Evit ann nep a zonj e passion Jezuz-Krist n’ez euz poan ebed hag a ve e guirionez poan.

D’ar pevare. — Pegen talvouduz eo implija mad ann distera tamm amzer a ro Doue d’eomp pa c’hellomp gant ann tamm amzer-ze gounit eur c’hloar hag a bado da viken !




ann unnekved devez a viz guengolo


SANT PASIANT, ESKOP
————



Ne c’houezer ket e pe leac’h oa ganet ar zant-ma, na petra oa bet araok beza hanvet da eskop. Mes ar choaz a oue great anezhan evit gouarn iliz Lion a ziskouez aoualc’h n’oa ket eunn den ordinal. Evit guir, bez’en devoa ann holl vertuziou a renk eunn eskop da gaout evit ober mad he zever ; mes ar pez a remerket ennhan dreist peb tra oa he garantez evit ann dud paour.

D’ar mare-ze, e oue eur gernez vraz er Bourgogn hag er broiou divar dro, hag ar pez a ioa kaoz oa ar Gothed. Ar re-ma a ioa saillet var ar broiou-ze gant eunn arme, hag o doa devet ann ed var ho gar dre ma tremenent. Ann eost o veza manket neat evelse, ann dud keiz n’o devoa petra da zibri hag a ioa e riskl da vervel holl gant ann naoun. Mes Pasiant en devoue truez outho, hag a lakeaz digas ed euz ar broiou all divar he goust he-unan.

Sevel a eure magajennou hed ann diou ster a reer ar Rhoon hag ar Saoon anezho, ha goude beza karget ar