Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/63

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
22 a C’henver
55
sant visant, merzer

aheurtet a lavaraz planta ar c’hleze enn he gouzoug. Hogen, ar bourreo en doa damant o skei, hag Agnes a lavaraz d’ezhan : « — Petra a c’hortozit ? Hastit affo rei ar maro d’am c’horf evit ma’z ai va ene da gaout va fried d’ar baradoz. » Enn eur gomz evelse, e varvaz ar verc’h santel, er bloaz 305, d’ann oad a drizek vloaz.


SONJIT ERVAD

Ann eneou chast, eme ar Skritur Sakr, ne vezint biken ankounac’heat ; ar sonj anezho a zo ato e spered Doue hag e spered ann dud (Levr ar Furnez, IV. I.) Santez Agnes a zo eunn testeni kaer euz ar virionez-se. « Ann holl boblou, eme zant Jerom, o deuz great he meuleudi ha dre gomz ha dre skrid, abalamour m’eo bet treac’h d’he oad ha d’he barnerien, ha m’e deuz gouzanvet ar verzerenti evit miret he jastete. » Dalc’hit mad eta d’ar vertuz-ma, hag e viot ive bepred karet gant Doue hag istimet gant ann dud.





ann eil var ’nn ugent a viz genver


SANT VISANT, MERZER
————


Sant Visant a ioa ginidik euz ar Spagn, hag a oue savet ha skoliet gant Valer, eskop Saragos. Ann eskop santel-ma her greaz avieler euz he iliz. hag her c’hargaz da brezeg enn he blas, rak koz oa dija he-unan, hag ouspenn, eunn tamm diezamant en doa o parlant. Hogen, prezegennou ann avieler iaouank a zougaz kals a frouez evit gloar Doue ha silvidigez ann eneou.

D’ar mare-ze, Dasian, gouarner ar Spagn, a rea goall vuez d’ar gristenien dre urs ann daou impalaer Dioklesian ha Maksimian. O veza klevet hano euz a Visant, Dasian a roaz urs d’he gas da Valans karget a jadennou. Eno e lezaz anezhan er prizoun, heb tamm kouls lavaret, epad meur a zevez dioc’htu.

Goudeze her galvaz dirazhan, hag e reaz a bep seurt evit he lakaat da ginnig ezans d’ann doueou. Mes ann avieler kalounek a respountaz : « — Dalc’hit ho toueou