Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/623

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
7 a Vengolo
615
santez ren, guerc’hez ha merzerez

dur d’he c’haloun ma tihunaz enn eunn taol kount ; mes peger souezet ne oue-hi ket pa remerkaz oa he c’horf ker iac’h ha ken dibistig ha biskoaz !

Ar gouarner, o veza klevet petra ioa c’hoarvezet, a gemeraz ar burzud-se evit eunn taol maji pe eunn taol sorzerez, hag a ieaz muioc’h-mui enn egar. Ordren a eure staga ar Zantez ouz eur peul, he divreac’h astennet e kroaz, ha devi d’ezhi he stomok hag he c’hosteziou gant goulou var elum. Goudeze e lavaraz souba anezhi enn eur veoliad dour ien. Mes a veac’h oa diskennet er veol ma pareaz adarre el leac’h m’oa bet poazet gant ar goulou, hag ar goulm e devoa guelet dija dre he c’housk er prizoun a deuaz da blava var he fenn. Er memes amzer ann douar a grenaz, ar gurun a grozaz, hag euz a greiz ar c’hoabr gour-zigor e oue klevet eur vouez o lavaret : « — Deuit, Ren, deuit da reseo ar gurunenn a zo dleet d’ho nerz-kaloun ha d’ho vertuziou. »

Ar mirakl nevez-ma a reaz da eur maread paianed anaout raktal ar virionez euz ar relijion gristen. Mes Olibrius a jomaz bepred aheurtet, ha gant aoun na zavche ar bobl enn he enep, e roaz urs da zibenna ar Zantez. He merzerenti gloriuz a erruaz er bloaz 253 goude donedigez hor Zalver.


SONJIT ERVAD

Magerez Ren a gelennaz anezhi abred var guirioneziou ar feiz. Pa vez red kas, eur c’hrouadur d’ar marti, e renker teuler evez da be leac’h he gas, n’e ket hebken abalamour d’ar c’henteliou a c’hell he vagerez da rei d’ezhan pa deui da gaout eunn tammik skiant, mes evit eur rezoun ali c’hoaz. Peurvuia ar vugale a zun techou fall ho magerez asambles gant he leaz. Evelse, mar d-eo ar vagerez techet da eva, ar c’hrouadur maget ganthi a vezo ive. Mar renkit eta, mammou kristen, klask eur vagerez d’ho pugale, choazit-hi etre kant ha mil. Mar renkit, a lavarann ; rak, mar gellit maga hoc’h-unan ho pugale, eo eunn dever evidhoc’h hen ober.