zoken. Klask a rea bepred al labouriou distera, hag he blijadur oa mont da gesta dre ar ruiou a ioa muia darempredet e Veniz, enn esper e vije great goab anezhan gant unan bennag. Evit maga ann holl vertuziou-ze enn he ene, ne ehane da bedi, hag a greiz he bedenn e veze aliez douget a spered betek ann env.
Ar pab Eujeen IV o veza he joazet evit beza eskop enn he vro, ar Zant a reaz kement a ioa enn he c’halloud evit pellaat ar garg-se diouthan ; mes senti a renkaz erfin. Hogen, eur vech eskop, ne jenchaz netra enn he feson da veva. He arrebeuri, he vele, he voued a oue ato ken dister ha biskoaz.
Ne felle d’ezhan kaout var he dro nemed eunn nebeut servicherien, abalamour, emezhan, m’en doa kalz bugale, da lavaret eo, kalz peorien da vaga. N’euz fors piou a iea d’he c’houlenn a veze digemeret gant karantez, ha pourvei a rea da ezommou ann holl evel eunn tad leun a vadelez.
Pa n’en deveze mui a arc’hant he-unan, ec’h ampreste evit ober aluzenn. Var he Zalver Jezuz e kounte, emezhan, evit paea he zle. Hag, evit guir, Providans Doue a zigasaz arc’hant d’ezhan meur a vech euz al leac’h n’edo ket o c’hortoz ha d’ar mare ma sonje nebeuta.
Sant Lorans a zavaz eur maread kouenchou evit ar merc’hed enn he eskopti. Mes ar pez a glaske dreist peb tra oa diarbenn ann dizursiou, ha lamet ar giziou fall a ioa en em zilet ken etouez ann dud fidel, ken etouez ann dud a iliz. Ne espernaz evit kement-se nag he boan, nag he amzer, hag evelse e veritaz beza hanvet Gloar ann Eskibien gant ar pab Eujeen IV.
Eur blavez, epad m-edo oc’h offerenna da noz ar pelgent, en devoue ann eur da velet Jezuz-Krist dindan furm eur bugel hag a ioa koant evel ann deiz. Doue a roaz d’ezhan ive ann donezoun a viraklou, ha dre he bedennou hebken e paree ar re glanv, ha e lakea ann drouk-spered da gemeret ann teac’h.
Erfin e kouezaz klanv he unan, hag he zervicherien o doa c’hoant da ober d’ezhan chench guele ; rak gouzout a reant e kouske ato var ar c’halet. Mes ar Zant a res-