Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/611

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
2 a Vengolo
603
sant stephan, roue

enn Allemagn evit prezeg ann Aviel d’he bobl. Doue a vennigaz labour ar visionerien, hag abarz nemeur e oue guelet eur jenchamant burzuduz er vro : ann idoiou a ioa dilezet e peb leac’h, hag ar guir Doue adoret gant ann holl, kouls lavaret.

Evit rei eunn diazez stard d’ar relijion, Stephan a zavaz enn he stadou dek eskopti hag eunn arc’heskopti. Goudeze e skrivaz d’ar pab evit goulenn kounje diganthan da gemeret ann hano a roue. Ar pab a respountaz enn eur zigas d’ezhan eur guruni hag a zervich c’hoaz hirio da guruni rouaned ann Hongrii.

Ann duk santel, o veza resevet al lizer-ze, a oue anavezet evit roue gant he holl zujidi, ha sakret gant eur zolanite vraz. Ar pab en doa digaset d’ezhan ive eur groaz, gant ar c’hallodd da lakaat dougen ar groaz-ma dirazhan abalamour m’oa bet abostol he vro.

Eur vech anavezet evit roue, Stephan a embannaz al lezennou ar re fura evit diarbenn ann dizursiou enn he rouantelez, ha lamet ar giziou fall euz a douez ar bobl. Evithan, he vuez a ioa evit ann holl eur mellezour euz ar c’haera vertuziou.

Chom a rea pell hag hirr da bedi ha da vedita abarz mont da gousket. Bemdez e kleve ann offerenn, hag aliez e tostea ouz ar zakramanchou. Boaz oa ive da iun ha da zougen eur c’houriz reun enn dro d’he gorf. Gant ann dra-ze en doa eur garantez heb he far evit ar beorien.

Ne vanke morse da rei eunn dra bennag d’ezho pa deuent da c’houlenn ann aluzenn diganthan. He-unan e voalc’he ho zreid d’ezho, ha pa vezent klanv enn hospitaliou, ez ea d’ho guelet enn noz ha digoumpagnoun, evit entent outho hag ho louzaoui gant he zaouarn a roue.

Ar zant-ma a ioa bet dimezet da Jizel, c’hoar da zant Herri, impalaer ann Allemagn, hag en devoue kalz bugale. Mes holl e varvchont iaouank. Ar c’hosa anezho, he hano Emerik, a ioa eur zant evel he dad. Mervel a eure e barr he vrud, ha Stephan a oue treuzet he galoun gant eur c’hleze a c’hlac’har. Evelato en em rezina a reaz bepred da volontez Doue.