Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/61

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
21 a C’henver
53
santez agnes, guerc’hez ha merzerez

he basion hag enn he varo. Ne oa nemed daouzek vloaz pa reaz veu da jom bepred guerc’hez.

Eunn devez m’edo o tont euz ar skol, Prokop, mab da brefet pe da c’houarner Rom, a remerkaz he gened, ha ker buhan e savaz c’hoant ganthan d’he c’haout evit pried. Lakaat a reaz he goulenn digant he zud; mes ar re-ma a gemeraz ho amzer abarz respount, ha Prokop, o velet ann dra-ze, a glaskaz ann dro da gomz he-unan ouz Agnes, hag a ginnigaz d’ezhi prezanchou kaer enn esper gounit he c’haloun. Hogen, ar Zantez a reaz fae varnhan ha var he brezanchou, enn eur lavaret :

« — Me’m euz eur pried hag en deuz roet d’inn traou kalz kaeroc’h eged ar re-ze. Ar pried-se n’en deuz ket he bar evit ar gened, ar furnez, ar vadelez hag ar c’halloud. Abalamour da ze oun en em voestlet holl d’ezhan, ha joa e ve ganen mervel evithan. Seul-vui her c’harann, seul-vui ez ounn chast; seul-vui e tostaann outhan, seul-vui ez oun pur ; seul-vui her briatann, seul-vui ez ounn guerc’hez. »

O klevet ar c’homzou-ze, Prokop a gemeraz kement a velkoni ma kouezaz klanv. Neuze ar gouarner, o c’houzout petra ioa kaoz da glenved he vab, a eseaz d’he dro gounit Agnes. Ober a eure kement ha ma c’hellaz varnhi evit he lakaat da zimezi da Brokop. « — Biken, emezan, ne gavot guelloc’h fortun. » Mes ar Zantez a respounte ato e doa roet he ger da eunn all ha ne felle ket d’ezhi mont a enep he ger.

Goulskoude, ar gouarner hag he vab a ioa nec’het o klask gouzout piou oa ar pried all-ze m’e devoa Agnes roet he ger d’ezhan. Abarz ar fin, unan bennag a lavaraz d’ezho : « — Ar verc’h-se a zo kristenez, hag ar pried all ma komz anezhan ken aliez eo Jezuz-Krist, Doue ar gristenien. »

« — Ah! evelse eo, » eme ar prefet, foug ennhan abalamour ma kave eunn digarez evit en em venji euz a Agnes. Raktal e roaz urs da zigas ar zantez dirazhan, ha setu hen hag implija adarre a bep seurt finesaou evit he deseo da gemeret Prokop. Mes koll a eure he boan hag he amzer : Agnes ne reaz van evit he glevet.