Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/608

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
600
1 a Vengolo
sant jiles, abad



ar c’henta devez a viz guengolo


SANT JILES, ABAD
————


Jiles a ioa ganet e kear Atheen a dud a lignez huel hag a zoujans Doue. O veza bet kaset d’ar skol, e teuaz da veza habil e berr amzer; rak eur spered lemm en devoa, hag e teske ar pez a garie. Mes he furnez hag he vertuz a ioa c’hoaz treac’h d’he spered.

Koll a reaz abred he dad hag he vamm, ha kerkent e verzaz ar madou o doa lezet ganthan evit pourvei da ezommou ar beorien. Doue, evit he rekoumpansi, a roaz d’ezhan raktal ann donezoun a viraklou.

Eunn devez m’edo o vont d’ann iliz da ober he zevosionou, eur paour keaz klanv, hag hen enn noaz, kouls lavaret, a c’houlennaz ann aluzenn diganthan. Jiles a daolaz he zae var diouskoaz ar paour keaz-se, ha dioc’htu ec’h en em gavaz ker iac’h ha biskoaz. Eunn devez all e pareaz eunn den hag a ioa bet flemmet gant eunn aer-viber. Eunn droiad all c’hoaz e tennaz a boan eur reuzeudik hag a ioa eat ann diaoul enn he gorf.

Ar brud euz ar miraklou-ze a rea d’ann holl beza leun a istim evithan. Mes Jiles en devoue aounn na deuje erfin ann ourgouill da c’hounit he galoun, ha setu hen hag ober he zonj da guitaat he vro. Pignat a eure enn eul lestr evit dont e Frans ; mes heb dale al lestr-ma a oue e riskl da ober pense, ker krenv oa ann avel ha ker rust oa ar mor. Neuze Jiles en em lakeaz da bedi, ha ker buhan e kouezaz ann avel, hag ar mor a ehanaz da lammet.

Diskenn a reaz var douar Frans e kichen Marseill, hag ac’hano ez eaz da gaout sant Sezer, eskop Arles, evit deski ganthan ar guella feson da bignat huel e skeul ar zantelez. Mes, a benn daou vloaz goude, ec’h en em dennaz enn eur c’hoat doun, el leac’h ma choazaz evit ober he ermitach eur garrek kleuz ha ne oa enn dro d’ezhi