D’ann oad a bemzek vloaz, e reaz veu da ober vijil bemdez epad ar bloaz, nemed gourc’hemennet e vije d’ezhi dibri kig. N’oa ket evit gouzanv braoigou ha fanfarluchou ar bed : heuz e devoa outho. Goulskoude he mamm e doa c’hoant d’he dimezi, hag a ordrenaz d’ezhi eunn devez lakaat eur c’harlantez bokedou enn dro d’he fenn. Roza a zentaz ; mes staga a reaz ar c’harlantez-se ouz he fenn gant eur spillenn.
Abarz ar fin e devoue kounje digant he mamm da vont e Trede-Urs sant Dominik, ha neuze e kreskaz c’hoaz he iuniou hag he finijennou. Tremen a rea ar c’horaiz hed-a-hed heb tanva ar bara, ha dindan he dillad all e touge eunn hiviz reun hag a ioa ennhi stank-stank begou nadoziou. Gant ann dra-ze c’hoaz e kastize aliez he c’horf a daoliou fouet, ha n’e doa ken guele nemed chosou guez hag a veze tammou guer pe dammou podou torret etre ho goaskou. Eunn eston hag eur burzud eo e defe gellet herzel, ker kriz oa outhi he-unan.
Roza a ioa ken humbl ma’z oa eunn dudi evithi beza disprijet hag evel breset etre treid ann dud. Goulskoude Doue a zigasaz d’ezhi eur groaz hag a gavaz pounner meurbed. Epad pemzek vloaz dioc’htu e teue bemdez enn he ene kement a zec’hor hag a denvalijenn ma ne c’helle mui pedi na medita, ha ma venne koueza enn dizesper. Ann dra-ma a bade eunn heur hanter bemdez.
Mes goudeze Doue a rekoumpanse fidelite he zervicherez enn eur garga anezhi a c’hrasou dispar. Santez Katell a Sienn, he eal mad, ar Verc’hez Vari hag hor Zalver Jezuz-Krist he-unan, en em ziskoueze dezhi aliez evit laouenaat he spered. Eunn devez zoken hor Zalver a gomzaz outhi evelhenn : « — Rozenn va c’haloun-me, c’houi a vezo va fried. »
Nerz ar garantez e doa evit Doue a dorraz erfin al liammou a zalc’he he ene var ann douar, hag ann ene pur ha santel-ma a nijaz d’ar baradoz da gaout Jezuz d’ar 24 a viz eost euz ar bloaz 1617. Roza a ioa neuze o ren he eil bloaz ha tregont.